Benito Mussolini : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
[[Politikour]], kazetenner italian, krouer ar [[faskouriezh]] e voe ha penn ar strollad [[Partito Nazionale Fascista]], PNF. Kentañ ministr [[Italia]] e voe etre miz Here [[1922]] betek miz Gouere [[1943]]. Bez e voe ivez penn-stad ar [[Republik Sokial Italian]] ([[italianeg]]: ''Repubblica Sociale Italiana'') adalek [[1943]] betek e varv.
 
Lesanvet '''Il Duce''' ("ar penn"), Mussolini a oa krouer ar faskouriezh. E 1912, Mussolini a oa bet unan eus pennoù rbasbras ar renerezh vroadel eus ar [[Partito Socialista Italiano]] (PSI). Skarzhet e voe eus ar PSI evit bezañ bountet evit ma vefe kemeret perzh gant Italia er [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]], padal pennoù ar strollad a felle dezho ma chomfe neptu ar vro. Mussolini en devoa kemeret perzh er brezel el [[Regio Esercito Italiano|Lu roueel italian]] betek bezañ gloazet hag adkaset er gêr e 1917. Mussolini a oa savet a-enep ar PSI, troet e oa war-zu ar vroadelouriezh e-serr ar [[sokialouriezh]] ha goude-se en devoa savet al luskad faskour a oa enebet d'an ingalded ha da stourm ar c'hlasadoù, o tifenn ur "vroadelouriezh reveulzier" a-us d'an enebiezhoù klasadoù.
 
Goude ar [[Marcia su Roma|valeadeg war Roma]] e miz Here 1922, Mussolini a oa deuet da vezañ ar c'hentañ ministr yaouankañ eus istor Italia betek ma vefe lakaet e plas [[Matteo Renzi]] e miz C'hwevrer 2014. Ur wech lammet an holl enebiezhoù politikel dre e polis kuzh ha lakaat maez lezenn an [[Harz-labour|harzoù-labour]], Mussolini hag e harperien o devoa kreñvaet o c'halloud dre un heuliad lezennoù a lakaas ar vro da vezañ un diktatouriezh unpennek. E-doug pemp bloaz, Mussolini en devoa lakaet e plas un diktatouriezh reut gnat ar c'hoant sevel un hollveliegezh. E 1929, Mussolini a sine [[feur-emglev Lateran]] gant ar [[Vatican]], o lakaat un harz da zegadoù a vloavezhioù a stourm etre ar Stad italian hag ar [[Pab|pabelezh]], o embann frankiz [[Keoded ar Vatikan]].
== Yaouankiz ==
Mussolini a zo ganet d'an [[29 a viz Gouere]] [[1883]] e [[Dovia di Predappio]], [[Forlì]] ([[Italia]]). E-pad ar marevezh faskour, Predappio a oa lesanvet "kêriadenn an Duce" ha Forlì "kêr an Duce", gant piric'hinerien o weladenniñ Predappio ha Forlì evit gwelet lec'h ganedigezh Mussolini. Tad Benito Mussolini, Alessandro Mussolini, a oa ur gov hag ur sokialourtsokialour, ar vamm, Rosa (ganet Maltoni), a oa hi ur skolaerezh devot katolik. Awenet e oa bet an anv Benito a-ziwar c'hoant an tad awenet gant ar prezidant [[Mec'hiko|mec'hikan]] eus an tu kleiz [[Benito Juárez]]. E raganvioù all Andrea hag Amilcare a-ziwar ar sokialourien italian [[Andrea Costa]] hag [[Amilcare Cipriani]]. Benito a oa bugel henañ ar re Mussolini. [[Arnaldo Mussolini|Arnaldo]] hag [[Edvige Mussolini|Edvige]] a oa ar re all.
 
Pa oa paotrig, Mussolini a dremene e amzer o sikour e zad evel gov.