Impalaeriezh trevadennel Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
== Deroù ==
 
An douaroù tramor kentañ aloubet gant Spagnoled a voe an inizi [[Kanariez]]. Aloubet e voent ganto e [[1491]]-[[1496]], ha lazhet e voe ar bobl a veve warno er {{XVvet kantved}}. An eil kammed a voe aloubidigezh [[Melilla]], ur gêr en arvor Maroko e [[1497]]. Rouantelezh [[Kastilha]] a stagas da vat da glask perc’hennañ douaroù tramor, pa oa bet echuet ar [[Reconquista]], ar stourm a-enep muzulmaned kreisteiz Spagn, goude diskar [[Emirelezh KordobaCórdoba]] e miz Genver [[1492]].
 
[[Restr:Columbus Taking Possession.jpg|thumb|right|300px|[[Kristol Goulm]] o touarañ war enez [[Hispaniola]].]]
Linenn 12:
== Ar g-[[Conquistador]]ed ==
 
[[Conquistador]]ed (da lavarout eo « alouberien », e spagnoleg) a reer eus ar Spagnoled aet da aloubiñ douaroù nevez Amerika. E [[1511]] e oa bet aloubet an inizi brasañ, an [[Antilhez Bras]] ([[Kuba]], [[Hispaniola]], [[Puerto Rico]]). Tudjentil a renk izel e oant, ha gant ar mojennoù a veze kontet diwar-benn an [[Eldorado]], ar vro varzhus leun a aour a oa en tu all d’ar mor, e oant broudet da guitaat Kastillha da vont d’an « Douar Nevez », da redek an avantur. Gant [[Hernán Cortés]], hag un nebeud kantadoù a dud war e lerc’h, e voe aloubet [[Mec’hikoMec'hiko]] diwar-goust an [[Azteked]] e [[1519]]-[[1521]] ; [[Francisco Pizarro]], eñ, a lakaas e grabanoù war [[Perou]], diwar-goust an [[Inkaed]] e [[1532]]-[[1534]]. Dre ma oa armoù dreist gant ar Spagnoled, ha dre ma oa rannet an [[Amerindianed]] e voe aloubet kement a zouaroù ken buan-se. Ur wech staliet mat en Amerika ez eas ar Spagnoled da drevadenniñ an inizi [[Filipinez]], en tu all d’ar [[Meurvor Habask]] er [[bloavezhioù 1560]] ; ha neuze e chomjont a-sav war harzoù [[Impalaeriezh trevadennel Portugal]], evel ma oa bet rakwelet gant [[Emglev Tordesillas]] e [[1494]].
 
== Merañ an « Douar Nevez » ==
Linenn 26:
Spontus eo ar priz a vo paeet gant an annezidi gentañ. D’an traoñ ez a buan an niver a [[Amerindianed]] : tremen a ra eus war-dro 80 milion e deroù ar {{XVIvet kantved}} da war-dro 12 milion kant vloaz war-lerc’h. Gant al lazhadegoù, al labour ret hag ar c’hleñvedoù degaset eus Europa, dreist-holl, e voe diskaret ar pobloù indian.
 
Torfedoù ar g-[[conquistador]]ed spagnol a voe diskuliet neuze gant ur [[manac'h]], ar breur [[Bartolomé de las Casas]]. E [[1550]], goude breutaat gant ur beleg all, [[Juan Ginés de Sepúlveda]], e teuas a-benn da lakaat degemer ar soñj e oa un ene gant an Amerindianed ([[Breud Valladolid]]). Roue Spagn, [[Karl V, Impalaeran Impalaeriezh Santel|Karl V]], a grogas ivez d’ar poent-se da lakaat harzoù da reizhiad an ''[[encomienda]]''.
 
Er {{XVIIvet kantved}} e voe diazezet ''Misionoù katolik'' gant ar [[Jezuisted]]. Un doare keriadennoù e oa ar ''Reducciones''-se, savet dreist-holl e [[Paraguay]], gant Indianed [[Guarani]], e [[Bolivia]], e [[Perou]] pe e [[Brazil]]. Republikoù bihan e oant, savet evit avielañ an Amerindianed. Gant ar Jezuisted e veze savet kêrioù bihan war skouer ar re eus Spagn, nemet eno e tegemerent Amerindianed da reiñ ur plas dezho er gevredigezh spagnol ha kristen ha da wareziñ anezho diouzh ar sklaverezh. Kement-se ne blije ket nemeur d’an drevadennerien avat, hag a-benn ar [[bloavezhioù 1750]]-[[bloavezhioù 1760|1760]] e voe berzet ar ''Reducciones''-se, gant ar pab, gant Spagn ha gant Portugal.
Linenn 35:
 
== En Azia ==
 
[[Fernão de Magalhães]], an ergerzher [[Portugal|portugalat]] a oa e servij rouantelezh [[Spagn]], a erruas en inizi [[Filipinez]] d’ar [[16 Meurzh|16 a viz Meurzh]] [[1521]]. Anvet e voe an enezeg en anv daofin Spagn, [[Fulup II Spagn]]. Adalek [[1565]] emañ an enezeg en Impalaeriezh trevadennel Spagn. E [[1611]] e voe savet [[Skol-Veur Santo Tomas]], ar skol-veur gentañ er vro, e [[Manila]].
 
Linenn 41 ⟶ 40:
 
== Diskar an impalaeriezh ==
 
Kregiñ a reas galloud trevadennel Spagn da vont war ziskar er {{XVIIvet kantved}}, daoust (pe abalamour) ma kresk poblañs an trevadennoù. An aour kaset da Spagn a veze dispignet buan evit paeañ dleoù d’ar vankerien a Alamagn pe Italia. Hag e-keit-se e kolle Spagn lod eus he zud a yae da redek bro en tu all d’ar mor. Gant ar brezelioù en Europa ([[Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz]], [[Brezel Tregont Vloaz]]) e voe dispignet nerzh hag arc’hant Spagn.
 
== Dizalc’hiezh an trevadennoù en Amerika ==
 
[[Restr:Martin Tovar y Tovar 01.JPG|right|thumb|300px|[[Emgann Ayacucho]] e [[Perou]].]]
Displijet e oa an dud eus ar vegenn (ar re wenn, bet ganet en trevadennoù) gant pouez beli Spagn warno. Tud evel [[Simón Bolívar]] a gemeras skouer war an [[Dispac'h gall]] e dibenn ar {{XVIIIvet kantved}}. Tennañ a rejont splet eus aloubadeg Spagn gant [[Napoleon Iañ|Napoleon I{{añ}}]] e [[1808]] evit embann dizalc’hiezh broioù Suamerika. Mouget e voe an emsavadegoù-se gant feulster gant ar Spagnoled, pa zeuas ar roue [[Fernant VII Spagn|Fernant VII]] war an tron en-dro e [[1813]]. Met daoust da se e teuas broioù Suamerika, tamm-ha-tamm, da vezañ dizalc’h.
 
Emsavadegoù a voe adarre a-enep rouantelezh Spagn, levezonet gant [[Brezel dizalc'hiezhdieubidigezh ar Stadoù Unanet]], da sevel republikoù dizalc'h. [[Kuba]] ha [[Puerto Rico]] a chomas dindan yev Spagn. Hogen, etre [[1814]] ha [[1830]], trevadennoù spagnol Amerika a yeas d'ober broioù dizalc'h nevez : [[Arc'hantina]], [[Bolivia]], [[Kolombia]], [[Chile]], [[Ecuador]], [[Mec'hiko]], [[Paraguay]], [[Perou]], [[Proviñsoù Unanet Kreizamerika]], ar [[Republik Dominikan]], [[Uruguay]] ha [[Venezuela]].
 
== Dibenn an impalaeriezh e trevadennoù Afrika ==
Linenn 57 ⟶ 54:
Ne chome mui nemet un nebeud trevadennoù en Afrika gant Spagn, neuze. En o zouez e c’heller menegiñ ar [[Rif]], e hanternoz [[Maroko]], aloubet e deroù an {{XXvet kantved}}, ha chomet spagnol daoust da emsavadeg [[Abd el-Krim]], e [[1921]]-[[1926]]. E [[1936]] ez eo eus hanternoz Maroko, hag eus an inizi [[Kanariez]], e loc’has soudarded [[Francisco Franco|Franco]] da vont d’en em gannañ e [[Brezel diabarzh Spagn]]. E [[1956]] e voe roet ar braz eus an douaroù spagnol-se da stad Maroko, war-bouez [[Ceuta]] ha [[Melilla]] zo chomet kêrioù e dalc’h Spagn. N’eo nemet e [[1975]], goude marv [[Francisco Franco|Franco]], e voe kuitaet [[Sahara ar C'hornôg]] gant Spagn, ha goude-se e voe staget ouzh rouantelezh Maroko.
 
== Ar broioù a zo bet e dalc’h an Impalaeriezh trevadennel spagnol ==
 
* '''en Amerika'''
** [[Hispaniola]]
Linenn 102 ⟶ 98:
[[Rummad:Impalaeriezhioù]]
[[Rummad:Istor Spagn]]
 
[[tl:Imperyong Kastila]]