Lizher da Ditoz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎An diskibl: replaced: a u → a u using AWB
Linenn 30:
Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout an tri lizher pastorel :
 
{{Quotation|''« Amañ hon eus un ton distegn ha dibompad, hini un den krog da gozhañ o skrivañ da ziskibled ha da genlabourerion garet. Santout a ra ar maro o tont, hag e plijfe dezhañ o startaat en o feiz hag en o c'harg a bastored. Derc'hel d'ar gelennadurezh bet resevet, diwall diouzh an disivouderion, gouzout eo an Iliz pobl Doue bet glanaet gant gwad ar C'hrist, Doue gwirion, ha den gwirion, en deus roet e vuhez evel sakrifis a zaspren; ha santelaet dre nerzh ar Spered Santel, a labour en eneoù ar fideled, hon eus da veuliñ an Tad a drugarez peurbadel a c'halv a holl dud d'ar silvidigezh… »''<ref name="MG356">{{br}} Maodez Glanndour, "Digoradur da Lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an [[Testamant Nevez]], [[Al Liamm]], 1971, p. 356.</ref>}}
 
Arouezius eo an tri lizher eus stad aozadur an Iliz e dibenn mare an ebestel :
{{Quotation|''« El lizheroù-mañ, evel en Oberoù an Ebestel, ar gerioù Episkopoz (eskob) ha Presbiter (henaour, beleg) n'o deus ket c'hoazh talvoudegezhioù disheñvel, evel m'o devo un tammig diwezhatoc'h […]. E penn pep Iliz ez eus ur strollad renerion eskibion-presbiterion. A-us dezho avat e chom an abostol en deus diazezet an Iliz : hag hemañ a ren warno drezañ e-unan pe dre e gannaded. Sed ar pezh a welomp amañ evel en Oberoù : Timozeoz ha Titoz a zo karget gant Paol da eveshaat ha da c'houarn ar c'humuniezhioù en ano Paol, da envel ar bresbiterion, da virout an urzh vat… »''<ref name="MG356">{{br}} Maodez Glanndour, ''"Digoradur da Lizheroù Sant Paol"'', eil levrenn troidigezh an [[Testamant Nevez]], [[Al Liamm]], 1971, p. 356.</ref>}}
 
Cheñch a reas an traoù pa voe marvet an Ebestel hag o c'hannaded.
 
==Notennoù==
<references />
 
==Notennoù ha daveennoù==