Astat : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 99:
Adal neuze e kredjod peder gwezh bezañ kavet an elfenn — anvet ''alabamine'' e [[Stadoù-Unanet Amerika]] e [[1937]], ''dakan'' en Indez Breizhveurek ([[Bangladesh]] hiziv) e [[1937]], ''helvetium'' e [[Suis]] e [[1940]] hag ''anglo-helvetium'' e [[1942]] e Suis adarre.<br>
E [[1940]] ivez avat e voe hiniennekaet an elfenn 85 e Skol-veur [[Kalifornia]] e [[Berkeley]] gant an Amerikaned Dale R. Corson, Kenneth Ross MacKenzie hag an [[Italia]]n Emilio Segrè dre vombezenniñ [[bismut]]-209 gant [[rannig α|rannoùigoù α]]<ref>[http://prola.aps.org/abstract/PR/v58/i8/p672_1 ''Physical Review Online Archive''] {{en}} <small>Liamm oberiant 04 GEN 13</small></ref> ; eus an [[henc'hresianeg]] αστατος ''astatos'' "distabil" e teu anv an elfenn 111, abalamour ma kemm buan he stad dre he skinoberiegezh.<br>
E [[1943]] e voe kavet astat en natur<ref>[http://link.springer.com/content/pdf/10.1007%2FBF01475613 ''Springer''] {{de}} <small>Liamm oberiant 04 GEN 13</small></ref> evel an disoc'h eus skinoberiegezh [[frankiom|<sub>87</sub>Fr]], [[thoriom|<sub>90</sub>Th]], [[protaktiniom|<sub>91</sub>Pa]] ha [[uraniom|<sub>92</sub>U]].<ref name="IC">''Inorganic Chemistry'' pp. 402 ha 1095.</ref>
 
== Perzhioù ==
Linenn 111:
=== Perzhioù kimiek ===
Dre imbourc'hiñ dileizhadoù astat ez eus bet kavet kalz muioc'h a berzhioù a denn d'an halogenoù eget a re a denn d'ar metaloù, hogen an daou a gaver evelato.<br>
Evel an halogenoù e c'hall an astat genel [[anion]], hag evel an iod ez eo tost da vezañ ul [[ledreüzenn]] — ar pezh a zo gwir gant <sub>86</sub>Rn ivez, a zo ur [[gaz nobl]] ha n'eo ket un halogen.<ref name="IC">''Inorganic Chemistry'' p. 282.</ref><br>
Evel ar metaloù e c'hall an astat gwiskañ ur [[katod|c'hatod]], [[kendierc'hadur|kendierc'hañ]] gant [[sulfat]]où metaloù en [[trenkenn gloridrek|drenkenn gloridrek]] HCl, genel [[kation]] e dileizhennoù trenk kreñv.
=== Izotopoù ===