Jeanne-Marie Leprince de Beaumont : diforc'h etre ar stummoù

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
No edit summary
 
==He buhez==
Ganet e oa d'ar 26 Ebrel 1711 e [[Rouen]]. Merc'h e oa da Jean-Baptiste Leprince ha Marie-Barbe Plantart. C'hoar e oa d'al livour [[Jean-Baptiste Le Prince]]. Yaouankik e oa pa gollas he mamm. Addimeziñ a reas he zad, da Marie Anne Thérèse du Guillaud da gentañ, da Anne Gaultier goude.
 
Dek vloaz (1725-1735) e chomas e ti-deskiñ itronezed Ernemont, ma teuas da vout skolaerez ar re vihan en 1736, da 25 bloaz. Gouarnerez merc'h dugez Loren e teuas da vout.
E 1748 ez eas da [[Londrez]], ma chomas e-pad ouzhpenn pemzek vloaz, hag eno e savas ur gelaouenn evit ar re yaouank, hag ur skol ma tegemere bugale uhelidi ar vro.
 
E 1764 ez eas da chom da gichen [[Annecy]], e [[Dugelezh Savoia]], war un douar he devoa prenet, ma varvas d'an 8 a viz Gwengolo 1780. Hervez un niz eo e Pariz e varvas.
 
 
== Oberennoù==
==Notennoù==
<references />
 
{{DEFAULTSORT:Leprince de Beaumont, Jeanne Marie}}
[[Rummad:Skrivagnerezed gallek]]
[[Rummad:Skrivagnerien c'hallek an XVIIIvet kantved]]
[[Rummad:Lennegezh evit ar re yaouank]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1711]]
[[Rummad:Marvioù 1780]]
78 133

edits