Rusia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 44:
|}
 
Ar vro vrasañ er bed eo '''Rusia''', ent-ofisiel '''Kevread Rusia''' pe '''Kevread Rusian''' (Российская Федерация, ''Rossiyskaya Federatsiya'', distagadur: [rɐˈsʲijskəjə fʲɪdʲɪˈratsɨjə]). [[MoskouMoskov]] eo he c'hêr-benn ha 146,5 milion a dud e oa o chom er vro e 2014.
 
War daou gevandir en em astenn: [[Europa]] hag [[Azia]], war ouzhpenn 9000 kilometrad eus [[Kaliningrad]] betek [[Vladivostok]]. Unnek [[rann-eur]] he deus. Tro-dro da Rusia emañ [[Norvegia]], [[Finland]], [[Estonia]], [[Latvia]], [[Belarus]], [[Lituania]], [[Polonia]] (an daou-mañ gant [[Oblast Kaliningrad]]), [[Ukraina]], [[Jorjia]], [[Azerbaidjan]], [[Kazac'hstan|Kazakstan]], [[Sina]], [[Mongolia]] ha [[Norzhkorea|Republik Demokratel ha Poblel Korea]]. Skeiñ a ra he aodoù war [[Meurvor Arktika]], ar [[Meurvor Habask]], ar [[Mor Baltel]], ar [[Mor Du]], [[Mor Kaspia]], ar [[Mor Gwenn]], [[Mor Barents]], [[Mor Kara]], [[Mor Laptev]], [[Mor Siberia]], [[Mor Okhotsk]], [[Mor Bering]], ha [[Mor Japan]].