Rumpelstilzchen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8:
Ne oar ket ar plac'h penaos en em dennañ eus ar blegenn, met setu ur c'horrigan hag a ginnig nezañ ar plouz en he lec'h, gant ma roy dezhañ un dra bennak en eskemm. Graet al labour, nezet ar plouz, troet anezho en aour, setu ar roue o c'houlenn muioc'h c'hoazh. hag adarre ar c'horrigan, dre ziv wech, da zont da sikour merc'h ar c'houer paour. Goude an trede gwech e ra dezhi prometiñ, evel trugarekadenn, he c'hentañ mab pa vo ganet.
 
Setu merc'h ar c'houer dimezet d'ar roue, hag ankouaet an emglev ganti. Ha setu ar c'horrigan o tont d'he c'haout, da c'houlenn ar mab dleet dezhañ. Hag ar rouanez da nac'h. Neuze e lavar ar c'horrigan e tremeno hep ar mab kentañ ganet gant ma tivino ar rouanez e anv , dindan tri deiz. En daou zevezh kentañ e kinnig ar rouanez ur regennad anvioù, met n'eus hini anezho a ve mat. D'an trede deiz, setu ur servijer o tont d'he c'haout : klevet en deus ar c'horrigan o kanañ ur ganaouenn ma lare e anv.
 
En alamaneg e kane:
<poem style="margin-left: 2em; font-style: italic;">
Heute back ich, morgen brau ich, (hiriv e poazhan, arc'hoazh e vresin)
übermorgen hol ich der Königin ihr Kind; (goude arc'hoazh em boa bugel ar rouanez)
ach, wie gut, dass niemand weiß, (a! pegen brav ne oufe den ebet)
dass ich Rumpelstilzchen heiß! (eo Rumpelstilzchen ez on anvet)
</poem>
 
Da noz an trede deiz e teu ar c'horrigan d'he c'haout adarre. Hag ar rouanez da ginnig ur regennad anvioù all. Ha da ziwezhañ: « Rumpelstilzchen. »
 
Hag ar c'horrigan, droug ennañ, a strak e dreid ken kreñv ma tremen a-dreuz ar plañchod. Ha keloù ebet anezhañ abaoe.
 
==An anv ha yezhoù all==