Emgann Valmy : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
V/k
Linenn 45:
'''Emgann Valmy''' ([[galleg]] : '''''bataille deValmy''''', '''''affaire du camp de la Lune''''' ; [[alamaneg]] : '''''Kanonade von Valmy'''''), a oa bet ar c'hentañ trec'h anat gant an arme c'hall e-pad brezelioù ar Reveulzi hag a voe kroget goude ma voe pilet monarkiezh ar Vourboned. D'an [[20 a viz Gwengolo]] [[1792]] an arme brusian gant Duk Brunswick en he fenn a oa o vont war-zu Pariz. Ar jeneraled c'hall [[François-Christophe Kellermann]] ha [[Charles-François Dumouriez]] a zeuas a-benn da dalañ ouzh an araokadenn brusian e-kichen kêriadenn Valmy lec'hiet er reter da Bariz, er [[Marne (departamant)|Marne]] hiziv.
 
Mizoù kentañ brezelioù ar Reveulzi c'hall — lesanvet goude-se kentañ kengevreat — ar gouarnamant gall nevez a oa tost diziaz ha dreist-holl gant un dazont diasur. Dre-se, an trec'h bihan e Valmy a voe deuetdadeuet da vezañ un trec'h speredel dibar evit an dispac'herien. Disoc'h an emgann a oa bet unan burzudus hag a voe lakaet war-raok evel ur c'holl meur gant an arme prusian. Goude an emgann, ar vodadeg vroadel a oa bet roet nerzh a-walc'h dezhi evit dikslêriañ fin ofisiel ar vonarkiezh c'hall met ivez donedigezh ar c'hentañ republik. Valmy a ro un harp anat d'ar reveulzi ha setu perak eo chomet evel unan eus an emgannioù pennañ en istor Mab-Den.
 
== Kenarroud ==