Google : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
An embregerezh Google a zo deuet da vezañ brudet en e stourm gant e lusker enklask a-enep re [[AltaVista]], [[Yahoo!]] ha [[Bing (lusker enklask)|Bing]]. Goude-se ez eo kroget an embregerezh da brenañ pe sevel meziantoù lies hag hiziv an deiz ez eo perc'henn eus un toullad meziantoù brudet ha lec'hiennoù internet evel [[YouTube]], ar savenn hezoug [[Android]], ha servijoù web all evel [[Google Earth]], [[Google Maps]] ha [[Google Play]].
 
Nerzh Google a zo deuet dre an tiez-eskemm. Bremañ ez eo unan eus an embregerezhioù galloudusañ stadunanat ha bedel. E-penn kentañ ar bloavezh 2008, e talveze 176 miliards a zollarioù e [[Wall Street]]. D'ar [[1añ a viz C'hwevrer]] [[2016]] ar sammad arc'hant evit an tiez-eskemm evit Google a oa uheloc'h evit hini [[Apple]] ha deuet e oa da vezañ an hini entañkentañ er [[Stadoù-Unanet Amerika]], gant ur sammad a 550 miliard a zollarioù dasparzhet war meur a zoare lodennoù eskemm.
[[Rummad:Google]]
[[Rummad:Internet]]