Le Monde : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
 
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Lakaet e vez da dalvezout evel unan eus kazetennoù diazez Bro-C'hall. Lennet eo gant 2,42 milion a dud hervez sifroù 2016, an eil kazetenn eo hervez an nivernnoù gwerzhet. Bet e oa bet ar gazetenn lennet ar muiañ en estrenvro betek ar bloavezhioù 2000. Er mare-se e oa gwerzhet 40 000 niverenn bemdez er maez eus Bro-C'hall. Abaoe 2012 ez eo diskennet betek 26 000.
 
Linenn skrid ar gazetenn a vez unan kreizh-kleiz, met ar skipailh a nac'h hag en em ginnig evel dieub eus an holl tuioù politikel. Al lennerien a zo evit 51 % anezho eus an tu kleiz e 2014, hervez ur sontadeg gant an [[Institut français d'opinion publique|Ifop]] evit ar gelaouenn [[Marianne (kelaouenn)|Marianne]].
 
Ar gazetenn a zo perc'hennet gant ar [[Groupe Le Monde|strollad Le Monde]], gant 72,5 % eus ar gevredigezh perc'hennet gant ''Le Monde libre'', e dalc'h an dud a aferioù [[Xavier Niel]] ha [[Matthieu Pigasse]]. Arc'hantaouet eo gant ar Stad, e 2011 ha 2012, e oa ar c'hentañ kazetenn harpet gant ar Stad gant 16,9 ha 18,6 milion a euroioù.