Steredenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Wikicode
skeudenn
Linenn 1:
[[Restr:Solar prominence from STEREO spacecraft September 29, 2008.jpg|thumb|An [[Heol]], ar steredenn dostañ d'an [[Douar (planedenn)|Douar]]]]
Ur '''steredenn''' zo ur voull plasma zo ken bras he [[treuzkiz|zreuzkiz]] (meur a gantad milliadoù kilometroù) hag he [[tolz|zolz]] ken e tizh al lodenn greiz ar galonenn ar wrez ret (war-dro ur milion a [[kelvin|gelvinoù]] d'an nebeutañ) da loc'hañ un argerzh teuziadur nukleel. Kas a ra ar steredennoù eta skinadurioù er spektr gwelus, eren ceneb d'hontrol eus ar pep brasañ eus ar planedennoù (evel an [[Douar (planedenn)|Douar]]) hag a resev o energiezh dreist-holl diouzheus ar steredenn pe eus ar stered a gelc'htroont en o zro. E-pad ul lodenn vras eus he buhez, kent d'he fourvezioù energiezh da vont da hesk, e vez ur steredenn e kempouez hidrostatek dindan levezon daou nerzh oc'h enebiñ : ar [[gravitadur]], a c'hallfe lakaat ar steredenn da gouezhañ en he foull warni hec'h-unan, hag ar gwask sinetek a zeu eus an argerzh teuziadur nukleel, a c'hallfe, war ar c'hontrol, lakat ar sterenn da darzhañ. An [[Heol]] e-unan zo ur steredenn dibar a-walc'h zo heñvel a-walc'h e zolz, war-dro 2×1030 kg, ouzh hini ar stered all.
 
== Perzhioù heverk ==
Linenn 19:
Produet e vez hogos an holl [[elfenn gimiek|elfenno]]ù pounneroc'h evit an heliom er stered (komz a reer eus [[kevanaoz nukleel steredel]]) e prantadoù diwezhañ o emdroadur. Pa vez bras a-walc'h tolz ur steredenn dezhi da [[kevanaoz|gevanaozañ]] [[houarn]] ez eo tonket da echuiñ dindan stumm ur [[supernova]] : entarzhañ a ra he c'halon ha dispennet eo he gwiskadoù diavaez gant an argerzh. An dilerc'hioù lezet gant entarzhadenn ar galonenn zo ur c'horf fetis-kenañ, hag a c'hell bezañ pe ur [[steredenn neutronek]], hag a c'haller dizoleiñ a-wezhioù dindan stumm ur [[pulsar]], pe un [[toull du]]. Ar stered zo bihanoc'h o zolz a echu o buhez en doare habaskoc'h : koll a reont tamm-ha-tamm ar pep brasañ eus o zolz, a ya d'ober goude se un [[nivlenn bladennedel]], strizhañ a ra goustadik o c'halonenn ha stummañ ur [[korrez wenn|gorrez wenn]].
 
==Ar stered tostañ d'an Heol ==
Setu amañ skeudenn teirmentek lec'hiadur en 31 steredenn a zo tro-dro d'an Heol en ur voull 15 [[bloavezh-gouloù]] he zreuzkiz ; hervez an hedkorn hag al ledkorn eo reizhiad an daveennoù steredoniel.<br>
Livet eo ar stered hervez o doare skalfadel, n'eo ket o liv gwirion. Ar steredennoù daougement pe dric'hement zo diskouezet a-vern ; an hini tostañ d'an Heol eo al lec'hiadur gwirion.<br>
Lod steredennoù a c'heller gwelout gant al lagad, lod na c'heller ket abalamour ma'z eus kalz korrstered en o zouez.
[[File:Nearby Stars (14ly Radius).svg|600px|center]]
== Liammoù diavaez ==
* {{fr}} [http://www.canalu.tv/index.php/canalu/producteurs/universite_de_tous_les_savoirs/dossier_programmes/les_conferences_de_l_annee_2000/etoiles_et_galaxies/qu_est_ce_qu_une_etoile/ Prezegenn] : « Petra eo ar stered ? » (gant Sylvie Vauclair)