Giuseppe Pitrè : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 5:
== Buhez ==
E Palermo e voe ganet Giuseppe Pitré en un tiegezh uvel ; gant e vamm hepken e voe desavet, p'en devoa e dad, ur moarer, kavet e varv e [[New Orleans]] diwar derzhienn velen.<br> E deroù ar [[bloavezhioù 1860]] e kemeras perzh en [[Ergerzhadeg ar Mil]] da heul [[Giuseppe Garibaldi]] a-benn adunaniñ [[Rouantelezh an Div Sikilia|an Div Sikilia]].<br>
Da vezeg ez eas goude-se, evit ober war-dro ar beorien hag ar voraerien. Dre ma kleve bemdez istorioù ha kanaouennoù ar vro e krogas d'o dastum ha d'o studiañ. E [[1868]] ez embannas e oberenn gentañ, ''Sui canti popolari siciliani. Studio critico'' ("Diwar-benn ar c'hanaouennoù poblel sikilian – Studiadenn-varn").<br> E [[1880]], &
E [[1903]] e voe anvet da brezidant Akademiezh Roueel ar Skiantoù hag al Lizhiri e Palermo.<br> E [[1910]] e voe diazezet e Palermo Mirdi an Dudouriezh, ma vodas G. Pitré kemen traez en devoa dastumet a-hed e enklaskoù. Er memes bloaz e voe goulennet digantañ kelenn an ''demopsicologia'' – bredoniezh ar bobl, evel a rae-eñ eus ar folklor – e Skol-veur Palermo. D'an [[30 Kerzu]] [[1914]] e voe anvet da senedour, nebeut goude embannadur saoznek e oberennoù e [[Stadoù-Unanet Amerika]].
|