Giuseppe Pitrè : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
fix
Linenn 1:
[[File:Giuseppe Pitre.jpg|thumb|220px| Giuseppe PitrèPitré.]]
[[File:Grammatica_siciliana_di_pitre.jpg |thumb| Grammàtica_Siciliana_di_PitrèGrammàtica Siciliana di Pitré.]]
'''Giuseppe Pitré''', pe '''Giuseppi Pitrè''' hervez skritur ar [[sikilianeg]] ([[Palermo]], [[22 Kerzu]] [[1841]] – ''idem'', [[10 Ebrel]] [[1916]]) a oa ur skrivagner, ur mezeg hag un [[denoniezh|denoniour]] [[sikilian]]. Unan eus boulc'herien Istor ar [[Mezegiezh|vezegiezh]] eo bet, hogen anavezet eo dreist-holl evel ur folklorour, pa voe dastumer pennañ an hengoun sikilian. Etre [[1871]] ha [[1913]], ez aozas e bennoberenn ''Biblioteca delle tradizioni popolari siciliane'' ("Levraoueg hengounioù poblel Sikilia"), 25 levrenn enni.
 
'''Giuseppe Pitré''', pe '''Pitrè''' hervez skritur ar [[sikilianeg]] ([[Palermo]], [[22 Kerzu]] [[1841]] – ''idem'', [[10 Ebrel]] [[1916]]) a oa ur skrivagner, ur mezeg hag un [[denoniezh|denoniour]] [[sikilian]].
Unan eus boulc'herien Istor ar [[Mezegiezh|vezegiezh]] eo bet, hogen anavezet eo dreist-holl evel ur folklorour, pa voe dastumer pennañ an hengoun sikilian. Etre [[1871]] ha [[1913]], ez aozas e bennoberenn ''Biblioteca delle tradizioni popolari siciliane'' ("Levraoueg hengounioù poblel Sikilia"), 25 levrenn enni.
 
== Buhez ==
E Palermo e voe ganet Giuseppe Pitré en un tiegezh uvel ; gant e vamm hepken e voe desavet, p'en devoa e dad, ur moarer, kavet e varv e [[New Orleans]] diwar derzhienn velen.<br>&nbsp;&nbsp;&nbsp;E deroù ar [[bloavezhioù 1860]] e kemeras perzh en [[Ergerzhadeg ar Mil]] da heul [[Giuseppe Garibaldi]] a-benn adunaniñ [[Rouantelezh an Div Sikilia|an Div Sikilia]].<br>
&nbsp;&nbsp;&nbsp;Da vezeg ez eas goude-se, evit ober war-dro ar beorien hag ar voraerien. Dre ma kleve bemdez istorioù ha kanaouennoù ar vro e krogas d'o dastum ha d'o studiañ. E [[1868]] ez embannas e oberenn gentañ, ''Sui canti popolari siciliani. Studio critico'' ("Diwar-benn ar c'hanaouennoù poblel sikilian – Studiadenn-varn").<br>
&nbsp;&nbsp;&nbsp;E [[1880]], a-gevret gant Salvatore Salomone Marino, e krouas ar gelaouenn ''Archivio per lo studio delle tradizioni popolari'', e voe ar rener anezhi betek [[1906]] ; dre ma oa ar gelaouenn hini bouezusañ he amzer a-fed studiañ ar folklor e kenskrivas G. Pitré gant gouizieien eus ar bed a-bezh.