Giuseppe Pitrè : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
→‎Buhez: brezhoneg
Linenn 5:
 
== Buhez ==
E Palermo e voe ganet Giuseppe Pitré en un tiegezh uvel ; gant e vamm hepken e voe desavet, p'en devoa e dad, ur moarer ANEZHAÑ, kavet e varv e [[New Orleans]] diwar an derzhienn velen.<br>&nbsp;&nbsp;&nbsp;E deroù ar [[bloavezhioù 1860]] e kemeras perzh en Ergerzhadeg ar Mil da heul [[Giuseppe Garibaldi]] a-benn adunaniñ [[Rouantelezh an Div Sikilia|an Div Sikilia]].<br>
&nbsp;&nbsp;&nbsp;Da vezeg ez eas goude-se, evit ober war-dro ar beorien hag ar voraerien. Dre ma kleve bemdez istorioù ha kanaouennoù ar vro e krogas d'o dastum ha d'o studiañ. E [[1868]] ez embannas e oberenn gentañ, ''Sui canti popolari siciliani. Studio critico'' ("Diwar-benn ar c'hanaouennoù poblel sikilian – Studiadenn-varn").<br>
&nbsp;&nbsp;&nbsp;E [[1880]], a-gevret gant Salvatore Salomone Marino, e krouas ar gelaouenn ''Archivio per lo studio delle tradizioni popolari'', e voe ar rener anezhi betek [[1906]] ; dre ma oa ar gelaouenn hini bouezusañ he amzer a-fed studiañ ar folklor e kenskrivas G. Pitré gant gouizieien eus ar bed a-bezh.