Giuseppe Pitrè : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Buhez: brezhoneg
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
== Buhez ==
E Palermo e voe ganet Giuseppe Pitré en un tiegezh uvel ; gant e vamm hepken e voe desavet, pa oa marvet e dad, ur moarer anezhañ, gant an derzhienn velen en [[Orleañs Nevez]] e [[Louiziana]].
E deroù ar [[bloavezhioù 1860]] e kemeras perzh en Ergerzhadeg ar Mil da heul [[Giuseppe Garibaldi]] a-benn adunaniñ [[Rouantelezh an Div Sikilia|an Div Sikilia]].

Da vezeg ez eas goude-se, evit ober war-dro ar beorien hag ar voraerien. Dre ma kleve bemdez istorioù ha kanaouennoù ar vro e krogas d'o dastum ha d'o studiañ. E [[1868]] ez embannas e oberenn gentañ, ''Sui canti popolari siciliani. Studio critico'' ("Diwar-benn ar c'hanaouennoù poblel sikilian – Studiadenn-varn").

E [[1880]], a-gevret gant Salvatore Salomone Marino, e krouas ar gelaouenn ''Archivio per lo studio delle tradizioni popolari'', e voe ar rener anezhi betek [[1906]] ; dre ma oa ar gelaouenn hini bouezusañ he amzer a-fed studiañ ar folklor e kenskrivas G. Pitré gant gouizieien eus ar bed a-bezh.

Er bloaz [[1894]] ez embannas ul levr a-zivout an hengoun poblel en [[Italia]], e [[Toskana]] pergen.

E [[1903]] e voe anvet da brezidant Akademiezh Roueel ar Skiantoù hag al Lizhiri e Palermo.

E [[1910]] e voe diazezet e Palermo Mirdi an Dudouriezh, ma vodas G. Pitré kemen traez en devoa dastumet a-hed e enklaskoù. Er memes bloaz e voe goulennet digantañ kelenn an ''demopsicologia'' – bredoniezh ar bobl, evel a rae-eñ eus ar folklor – e Skol-veur Palermo.

D'an [[30 Kerzu]] [[1914]] e voe anvet da senedour, nebeut goude embannadur saoznek e oberennoù e [[Stadoù-Unanet Amerika]].

== Oberennoù ==