Franklin Delano Roosevelt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 61:
Roosevelt ne oa ket entanet gant ar Gwir hag embannet en doa d'e gamaladed e oa savet ar c'hoatn ennañ da von war-zu ar politikerezh. En desped da vezañ bammet gant e genderv, Theodore, Franklin a oa chomet leal d'e dad hag a oa aet neuze en [[Strollad Demokratel (Stadoù-Unanet)|Democratic Party]]. A-raok dilennadegoù 1910, skourr lec'hel an Democratic Party en devoa tutaet Roosevelt evit klask tapout ur sez en [[New York State Assembly]]. Roosevelt a oa un ezel dedennus evit ar strollad rak Theodore Roosevelt a oa c'hoazh unan eus politikourien brudetañ ar vro. Ur Roosevelt demokrat a oa ur bruderezh mat, ouzhpenn-se e oa pinvidik a-walc'h evit paeañ frejoù ur c'hampagn politikel. Kampagn Roosevelt evit ar Vodadeg Stad a oa echuet pa oa bet choazet gant, Lewis Stuyvesant Chanler, da adkemer e bost. E-serr paouez gant an hent-se, Roosevelt en devoa choazet neuze mont war-zu ar sened Stad. Republikan don e oa sened an distrikt er mare-se, lec'hiet e Dutchess County, Columbia County, ha Putnam County. Aon en devoa Roosevelt e vefe eus un enebadur eeun etrezañ ha Theodore ar pezh a c'hellfe ehanañ ar c'hampagn buan. Ar c'hontrol a voe, en giwrionez Theodore a roe harp d'e genderv er c'helc'h prevez ha memes ma oant enebet a-fed tu politikel.
 
Franklin Delano Roosevelt a oa e penn ar c'hampagn e-unan, beajet en devoa dre an distrik a-bezh gant un oto pa oa ral anezho c'hoazh. Dre ur c'hampagn argadus hag efedus, levezon an anv Roosevelt en Hudson Valley, hag er Strollad Demokratel a oa aet kalz war-raok. Trec'h e voe en dilennadeg, sebezet e oa darn an dud.
== Dilennadeg prezidant 1932 ==
{{Prezidant Stadoù-Unanet Amerika}}
{{DEFAULTSORT:Roosevelt, Franklin Delano}}