Armand Tuffin ar Roueri : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
Da gentañ e oa dedennet gant ar mennozhioù frankizour. Koulskoude e teuas buan da vezañ a-enep an Dispac'h Gall pa'z eas diroll.<br>
Difenn a reas [[Frankizoù Breizh]]. Penn e oa d'ar [[kavailhad breton|c'havailhad breton]], hag a roas ar [[Chouanerezh]].
Markiz Ar Roueri a zo ganet d’an 13 a viz Ebrel 1751 e Felger. Da 25 bloaz ez a da Amerika da reiñ harp d’an emzaverien amerikan a-enep arme Rouantelezh Bro-Saoz. Eno e teu da vezañ mignon d’an ofiser gall La Fayette. Perzh a gemeras an daou en emgann Yorktown e 1781. Daou vloaz goude e voe anvet da vrigadier jeneral gant Georges Washington.
 
E 1784 e teu en-dro da Frañs. E 1788 e sav ar roue gall Loeiz XVI un embann a denne digant breujoù Breizh ar galloud politikel hag ar galloud barn. Setu ez a Ar Roeri hag 12 noblañsed all da Versailhez da zifenn gwirioù breujoù Breizh. A roue a nac’has gwelout anezho hag e voent kaset da doull-bac’h la Bastille e-pad ur miz. D’ar 4 a viz Eost 1788 eo lakaet an embann da dalvezout gant ar roue.
 
Neuze e tistroas da Vreizh ha gant ar c’hont Ranconnet de Noyan e krouas e 1791 an Association bretonne,evit adsevel Breizh en e gwirioù.
 
Dan 20 a viz Gwengolo 1792 e voe un emgann etre an armeoù unanet hag dispac’herien bro c’hall e Valmy. Gounezhet e voe an emgann gant bro c’hall hag d’ar c’houde, savet ur Republik.
Ar Roueri a rankas kuzhat. Mervel a reas d’an 30 a viz Genver 1793, da 42 vloaz.