Dispac'h Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 75:
=== Aon bras war maezioù Bro-C'hall ha nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 ===
an darvoudoù-se a vo mammenn ar c'hentañ divroadeg : breur yaouank Loeiz XVI, ar [[Charlez X (Bro-C'hall)|c'hont d'Artois]], tud uhelañ an noblañs evel [[Loeiz V Joseph de Bourbon-Condé|Priñs Condé]], [[Jules de Polignac (1746-1817)|dug Polignac]] an [[Loeiz VI Henri de Bourbon-Condé|dug d’Enghien]]. Tec'hout a reont e Bro-Saoz, en Izlvroioù pe en Alamagn. An holl anezho a soñj distreiñ a-benn nebeut mizioù.
 
Un tammig e pep lec'h war ar maezioù, abaoe an [[20 a viz Gouhere]] [[1789]] ha betek ar [[6 a viz Eost]] [[1789]], ar « Grande Peur » (Spont bras) a emled : trouzioù iriennoù gant an noblañs en dial eus darvoudoù Pariz, aon rak torfedourien a laerfe an eostadoù.. Ar beizanted a gemer an armoù hag a dag kastellioù lies. Klask a vez war an dielloù liammet gant gwirioù an noblañs hag an tailhoù ha pa vez tu e vezont devet. An emsavadegoù-se a lak da gouzhañ ar galloud roueel, rak n'eo ket kreñv a-walc'h ken evit enebiñ. Noblañsoù niverus a dec'h neuze.
 
== Ar Bodad-ren (26 a viz Here 1795 – 9 a viz Du 1799) ==