Kárpátia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 4:
Ma 'z eo brudet ar strollad dre sevel sonerezh savet ha c'hoariet mat, chom a ra ur strollad enep-komunour a-grenn ha kilstourmer. A-wechoù e vez rebechet d'ar strollad bezañ dedennet gant ar mennozhioù nevez-nazi met hep prouenn sklaer. Meulganet e vez tudennoù istorel evel [[Miklós Horthy]] ha [[Ferenc Szálasi]] a vefe tostik-tost eus [[Pétain]] pe [[Francisco Franco]] evit Europa ar C'hornôg. Tevel a reont war ar fed e oant bet kablus eus ur politikerezh enep-yuzev.
[[Restr:Kárpátia Váralja 2005.jpg|thumb|Kárpátia e 2005.]]
[[Restr:Kép-Karpatia.Kárpátia zenekar koncertje Siófokon (2007).07.27.Siofok.JPGjpg|thumb|Karpatia e 2007.]]
[[Restr:Coa Hungary Country History (855-1301).svg|thumb|Skoed ardamez an [[tierniezh Árpád]] ur simbol implijet lies gant Kárpátia.]]
Eus un tu e roont bron da [[Viktor Orbán]] met eus un tu all e savont a-du gant ar [[Jobbik Magyarországért Mozgalom]], ur strollad nevez-nazi hungarat. En o c'hanaouennoù e adkaver alies tem Hungaria veur, gant an douaroù hiziv dreist-holl e [[Roumania]]. Adkavout a reer ivez un harp a-grenn d'an unvezhioù hungarat a stourmas war [[Talbenn ar Reter]] a-enep an [[Arme Ruz]]. Kavout a reer raloc'h tem an [[Nyilaskeresztes Párt]], ur strollad faskour ha kenlabourer hungarat gant an Alamanted.