Yod kerc'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
imagenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[Restr:Fabrication de la bouillie d'avoine (yod kerc'h) - étape 9.jpg|alt=|vignette|Yod kerc'h]]
'''Yod kerc'h''' a zo ur [[meuz]] a veze debret kalz gwechall e [[Breizh]]. Aozet e veze gant bleud [[kerc'h]], [[holen]] ha [[laezh]] pe [[dour]]. Gwechall e veze dav arsilañ ar bleud kerc'h da gentañ. Lakaet e veze da c'hlec'hiañ un nozvezh da vihanañ, ha [[tamouez]]et goude. Poazhet e veze dre laezh pe dour. Er gaoter e veze troet ar yod gant ur vazh graet evit se, ar [[bazh-yod|vazh-yod]]. Bremañ e vez kavet yod kerc'h prest ha tout er stalioù. Debret e vez gant un tamm amann teuz. Gallout a reer evañ [[sistr]] pe [[laezh ribot]] da heul.
 
<gallery mode="nolines" caption="Ober yod kerc'h">
File:Fabrication de la bouillie d'avoine (yod kerc'h) - étape 1.jpg| Bleud [[kerc'h]] zo bet lakaet da c'hlec'hiañ e-pad an noz. Ur banne bier zo bet ouzhpennet evit lakaat da c'hoiñ.
File:Fabrication de la bouillie d'avoine (yod kerc'h) - étape 2.jpg| Bleud ha dour zo o vont da vezañ silet.
File:Fabrication de la bouillie d'avoine (yod kerc'h) - étape 3.jpg| Silañ yod gant ur sil tanav.
File:Fabrication de la bouillie d'avoine (yod kerc'h) - étape 4.jpg|Ar ''gwaskin'' eo ar brenn kerc'h a veze roet d'ar moc'h en deiz war-lerc'h
File:Fabrication de la bouillie d'avoine (yod kerc'h) - étape 5.jpg| An dour ha bleud kerc'h zo lakaet war an tan. Gant ar ''vazh yod'' e vez mesket .
File:Fabrication de la bouillie d'avoine (yod kerc'h) - étape 6.jpg| Mesket e vez gant ar ''vazh yod'' e-pad tri c'hard eur .
File:Fabrication de la bouillie d'avoine (yod kerc'h) - étape 7.jpg| Fetisaat a ra ar yod bep a damm.
File:Fabrication de la bouillie d'avoine (yod kerc'h) - étape 8.jpg| Fetis-mat eo ar yod, prest da vezañ tennet diwar an tan.
</gallery>
 
{{wikeriadur}}