Diforc'hioù etre adstummoù "Judit ha Holofern"

D
D (→‎Livouriezh : replaced: r p → r p using AWB)
 
Goude preizhañ ha gwastañ ar [[Reter-Nesañ]] hed-ha-hed e lakaas [[Holofern]] seziz war Betulia, ur gêr [[yuzev]] (Massalah moarvat) hag a stanke un hent e menezioù [[Judea]]. Tost eo an difennerien d'en em zaskoriñ abalamour ma n'o deus ket dour ken met un intañvez yaouank anvet Judit, bras he c'hened hag he finvidigezh, a ziviz saveteiñ ar gêr. Mont a ra gant he matezh ha lestradoù gwin da gamp Holofern ha strobinellet eo ar jeneral diouzhtu gant kened ha spered ar vaouez. Aozañ a ra ur banvez en hec'h enor hag en diwezh en em denn e vevelien didrouz kuit da drubuilhañ e nozvezh gant Judit. Houmañ avat a zalc'h da vezviñ anezhañ ha pa wel n'eo ket gouest d'en em zifenn ken e tibenn anezhañ gant sikour he matezh a-raok kas e benn da Vetulia. Pa zizolo ar soudarded korf o jeneral dibennet da vintin e kemeront aon. Lod a dec'h kuit hag ar [[Yuzevien]] a faezh ar re a chom en un doare aes.
[[Restr:JudithJudit Beheadingy Holofernes, bypor Caravaggio.jpg|thumb|250px|Judito tibennañ Holofern, gant [[Caravaggio]].]]
 
===Burutelladenn===
212

modifications