Armand Keravel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Armand Keravel''', pe '''Armañs Keravel''', (ganet d'an 18 a viz C'hwevrer 1910 e Brest ha marvet d'an 2 a viz Kerzu 1999 e Carpentràs) a oa ur stourmer evit a..."
 
Linenn 24:
 
==Politikerezh==
War an dachenn bolitikel e voe Armand Keravel a-viskoazh ur rannvroelour eus an tu-kleiz. Daoust ma rae gant troiennoù evel "hor yezh", "hor bro", ha ma lavare e ranke "ar Vretoned ren aferioù Breizh", ne oa ket un disrannour. Diouzhtu goude ar brezel e oa tost d’ar [[Strollad Komunour Gall]] ha daremprediñ a rae kannaded komunour evel [[Pierre Hervé]] pe [[Marcel Hamon]]. Diwezhatoc’h e voe ezel eus ar [[Parti Socialiste (Frañs)|Strollad Sokialour]]. Sekretour e voe eus bodad sevenadurel ar Strollad Sokialour e Penn-ar-Bed, ha kenlabourat a reas da sikour sevel danvez-lezenn [[Loeiz ar Peñseg]], embannet e 1974. E 1977 e voe dilenneddilennet da guzulier-kêr e Brest, war listenn an tu-kleiz renet gant [[Francis Le Blé]]. Ur wech dilennet e klaskas kas ar brezhoneg war-raok e buhez kêr, eus 1977 da 1983. Kuzulier e voe ivez, d'ar memes mare, e-barzh [[Kuzul-rannvro Breizh]], en anv kêr Vrest.
 
== Skridoù ==