Armand Keravel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
 
==E yaouankiz==
Eus [[Argol]] ha [[Terrug]] e oa e dud, met ganet e voe e Brest ha tremen a reas ul lodenn eus e vugaleaj e-maez Breizh, da-heul e dad a oa er Morlu. Brezhonegerien e oa e dad hag e vamm, met desavet e voe ar paotr e galleg, ha n'eo nemet e-pad ar vakañsoù, gant e dud-kozh e kleve brezhoneg. Anaoudegezh a reas er skol, e Brest, gant [[Yann Kerlann]], a zeuas da vezañ emignon vignonbras brasdezhañ. Da 19 vloaz eez teuaseas da vezañ mestrvestr-skol ; labourat a reas e meur a lec'h, e [[Gwitevede]], e [[Montroulez]], en [[Uhelgoad]], e [[Molan]]. Eno e reas anaoudegezh gant ur skolaerez, Renée Le Guellec, ha diwezhatoc'h e timezas ganti.
 
Er skolioù ma laboure e rae tammoù skol vrezhoneg, e diavaez an amzer-skol. E 1933 e voe e-touez ar skolaerien a savas [[Ar Falz]], asambles gant Kerlann ha [[Yann Sohier]]. E niverenn 2 kannadig Ar Falz, e miz C'hwevrer 1933, e skrivas e bennad kentañ, ''"Pour l’enseignement de notre langue maternelle"'', sinet gant an anv-pluenn "Mestr skol bihan". Heuliañ a reas kentelioù dre lizher gant [[Pêr ar Rouz]], a oa kelenner e skol-veur Roazhon. Evel-se e tapas an [[Diplom Studioù Keltiek]], e miz Mezheven 1938.
 
E deroù an [[Eil Brezel-bed]] e voe kastizet gant ar velestradurezh, da-heul un enklask diwar e benn gant ar prefeti, dre an abeg ma taremprede stourmerien evit ar brezhoneg, ha kaset e voe eus [[Lanneur]] da [[Landeda]]. Paouez a reas kannadig Ar Falz da zont er-maez e miz Gouere 1939. Ha paouez a reas Keravel ivez gant e obererezh e-barzh Ar Falz e-pad ar brezel. Nac'h a reas lakaat e anv war ar ''"Placet des grandes associations bretonnes à Monsieur le Maréchal Pétain, Chef de l’État Français"'', ur skrid eus ar 1{{añ}} a viz Kerzu 1940 hag a c'houlenne digant [[renad Vichy]] anavezout Breizh evel ur rannvro emren. Nac'h a reas ivez mont e-barzh an [[Ensavadur Keltiek]], savet e 1941 ha renet gant Roparz Hemon, daoust da strivoù [[Abeozen]] evit e lakaat da asantiñ. Nac'h a reas ivez skrivañ pennadoù evit ''[[L'Heure Bretonne]]'', daoust ma oa goulennet outañ gant e vignon [[Youenn Drezen]]. Daoust da se e chomas mignon bras gant Kerlann ha kenderc'hel a reas da genskrivañ gantañ a-hed ar brezel. Goude ar brezel e voe harzet miliadoù a dud eus an Emsav, hag evel-se en em gavas Armand Keravel e kamp Margueritte e Roazhon. Lezet e voe da vont goude 12 devezh eno, a-drugarez e wreg he doa graet pep tra evit ma vije lezet da vont en e frankiz.
 
E 1945 e voe e-touez ar re a adsavas Ar Falz, e sekretour meur e teuas da vezañ ha chom a reas er garg-se betek ar bloavezhioù 1970. Eus e di, e Dirinonn hag e Brest da c'houde, e rene labour Ar Falz ha skrivañ a rae ar braz eus pennadoù ar gelaouenn.
 
==E stourm evit ar brezhoneg==