Adsav : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Anv ar sekretour; Grit a garot gant ar gemennadenn zo bet lakaet bremaik.
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 41:
'''Adsav''' zo ur strollad [[Politikerezh|politikel]] [[Broadelouriezh|broadelour]] breizhat eus an [[Faskouriezh|tu-dehoù pellañ]]. Krouet eo bet e [[2000]] gant [[Padrig Montauzier]] evel un disrann eus [[POBL]], met ne vije nemet un nebeud degadoù a stourmerien er strollad-se. E [[2008]] o doa kemeret perzh evit ar wech gentañ en [[Kanton gall|dilennadegoù ]], e [[Sant-Maloù]] da skouer.
 
Hervez ar Strollad e-unan eo Adsav ur strollad hag a stourm evit gwirioù pobl Breizh en ur nac'hañ an diforc'h politikel tu kleiz/tu dehoù. Evit tud all, avat (peurliesañ tud n'int ket a-du gant ar strollad-se) emañ da renkañ e-touez strolladoù an tu-dehoù pellañ daoust ma vez nac'het ar renkadur-se gant ar strollad e-unan. Evit tud all c'hoazh emañ da renkañ e-touez strolladoù an tu-kleiz pellañ dre ma'z eus kalzik estrenien e-barzh, a orin gall peurgetket, ha dre ma implij yezh an alouber, pezh a ziskouez ez eo ur strollad gallegour estrengar.
 
Al lodenn vrasañ eus e obererezh zo pegañ skritelloù war vord an hentoù, gant luganoù evel Moskeenn ebet e Breizh », « Breizhad mestr er gêr », « Tamm dramm ebet e Breizh », « Evit ur Republik breizhat unvan ha dizisrannus », « Breizh da gentañ», « Breizh d'ar Vretoned » hag all, pezh a ziskouez ez int faskourien. Digor-frank eo dorioù Adsav d'an estrañjourien evel Padrig Montauzier (eus ar Charente Maritime), an teñzorer Éric Launay, pe ar sekretour meur Éric Alhinc (eus Pariz), pezh a ziskouez ez int enepfaskourien, mennet-taer da rediañ ar Vretoned da zegemer kement enbroed gall 'zo.