Gwer (liv) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Removing Link GA template (handled by wikidata)
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
Astenn
Linenn 1:
{|class="infobox" style="font-size:95%;"
[[Restr:Color icon green.svg|thumb|Livioù gwer a bep seurt.]]

Ar '''gwer''' a zo ul [[liv]] etre ar [[glas (liv)|glaz]] hag ar [[melen]]. En un toullad yezhoù, evel ar [[japaneg]], ar [[vietnameg]], ar yezhoù keltiek evel ar [[brezhoneg]], ne veze ket lakaet kemm etre al liv louet, al liv glas hag al liv gwer hag e veze graet ingal gant "glas". Gwir eo c'hoazh kement-mañ evit liv an natur (glas e vez ar geot, ar gwez, ar glazarded...).
|colspan="2" align="center" bgcolor="#0f0" style="font-size:2em;" |'''Gwer'''

|colspan="2" align="center"|
<imagemap>
Image:Color icon green.svg|250px
rect 0 0 100 100 [[#9dff89]]
rect 100 0 200 100 [[#00bc22]]
rect 200 0 300 100 [[#00e278]]
rect 0 100 100 200 [[#2caf1e]]
rect 100 100 200 200 [[#7ef482]]
rect 200 100 300 200 [[#76dc14]]
rect 0 200 100 300 [[#1cef5b]]
rect 100 200 200 300 [[#087829]]
rect 200 200 300 300 [[#3bd80d]]
</imagemap>

|colspan="2" align="center"|'''Nav arliv gwer'''
''Bukit war pep liv da welout e god [[HTML]]''

|colspan="2" |

|colspan="2" align="center" bgcolor="#0f0"|'''Skalfad tredanwarellek'''

|'''Trohed'''
|570 – 495 [[metr|nm]]

|colspan="2"|

|'''Talm'''
|575 – 525 [[Hertz|THz]]

|colspan="2" |

|colspan="2" align="center" bgcolor="#0f0"|'''Bonekadur'''

|colspan="2" align="center"|evit ar gwer glan 0000 (450 nm)

|'''[[HTML]]'''
|#00ff00

|'''[[sRGB]]'''
|(0, 255, 0)

|'''[[CMYK]]'''
|(100, 0, 100, 0)

|'''[[HSV]]'''
|(120, 100, 100)

|colspan="2" |

|colspan="2" align="center" |[[Restr:Aurora and sunset.jpg|250px]]

|colspan="2" align="center" |''Un tarzh-gouloù boreel e [[Norvegia]]''

'''Gwer''' a reer eus al [[liv]] gweladus a zo etre [[Melen (liv)|melen]] 0000 ha [[Glas (liv)|glas]] 0000 er [[Spektr gwelus|skalfad gwelus]], adalek an [[trohed]] 570 [[metr|nm]] betek an trohed 495 nm. Melen eo al liv diwezhañ a weler pa vez hiroc'h an trohed eget 570 nm, o tont eus an [[danruz]], ha glas eo an hini kentañ war-du an [[uslimestra]], pa vez an trohed berroc'h eget 495 nm.
*"Gwer glan" a reer eus al liv gwer eo 450 nm e drohed : 0000.
Dre gejañ pentur glas ha pentur melen e farder pentur gwer e liv.
{|align="center" style="font-size:1.2em; font-family:Georgia; font-variant:small-caps;">

!colspan="3"|ar skalfad gwelus

|''uslimestra'' ||[[Restr:Spectrehorizontal.png|upright=3.6]]||''danruz''

Gwer e vez ar geot, garoù ha delioù an darn vuiañ eus ar [[plant]] en abeg d'ar c'hlorofil a zo enno. Petra bennak ma vez al liv gwer tro-dro da vab-den aba eo mab-den, diwezhat en e Istor en deus gouezet fardañ liv gwer, alese perzh dister al liv-se er c'hevredigezhioù.

Nebeut a dud e plij ar gwer dezho er [[sevenadur|sevenadurioù]] [[kornôg|kornaouegel]] ; 16% hepken eus [[Europa|Europiz]] a ziskleir ez eo o liv karetañ, ha 10% a embann en argazhiñ. Amjestr eo arouez ar gwer en hor [[sevenadur]]ioù : ar vuhez, ar chañs hag ar goanag diouzh an eil tu, an dizurzh, ar pistri, an [[diaoul]] hag e zrouksperedoù diouzh an tu all.

E [[Sina]] pergen hag en [[Azia]] dre vras e lakaer ar gwer da liv an eürusted hag ar frouezhusted.

Liv broadel [[Iwerzhon]] eo, ha hini an [[islam]] peogwir eo arouez ''glasvez'' ar [[Baradoz]].

Liv ar vuhez eo ar gwer, hini nevezadur an natur ha, dre astenn, liv ar goanag hag an divarvelezh ; e lod sevenadurioù, en enep, ez eo ar gwer liv ar c'hleñved, ar marv hag an diaoul. E [[Sina]] ez eo liv ar ''[[Yin ha yang|yin]]'' (陰), ar bennaenn venel. Alies ivez e vez liammet al liv gwer ouzh an divarregezh dre yaouankiz hag ouzh ar warizi.

== Gwelet ivez ==
Hengoun an [[alkimiezh]] e vez graet leon gwer eus holen ar brederourien, a zileizh an [[aour]], peogwir eo trenk evel un dra ha n'eo ket azv. <ref>{{fr}} [http://misraim3.free.fr/alchimie/dictionnaire_philosophie_alchimique.pdf ''Dictionnaire alchimique'']</ref>
* [[Disheñvelout gwer diouzh glas er yezhoù]]
==Yezh==
En un toullad yezhoù, evel ar [[japaneg]], ar [[vietnameg]] hag ar [[yezhoù keltiek]], ne veze ket lakaet kemm etre al liv [[gris|louet]], al liv [[glas (liv)|glas]] hag al liv gwer hag e veze graet ingal gant "glas". Gwir eo c'hoazh kement-mañ evit liv an natur (glas e vez ar geot, ar gwez, ar glazarded...).

E brezhoneg evel er yezhoù keltiek all e reer gant ar ger ''glas'' hepmuiken evit ober anv eus traoù glas o liv hag eus traoù gwer en natur, a reer ''glasvez'' anezho.

Eus al [[Latin#Latin_ar_Grennamzer|latin izel]] ''viridis'' gwer (liv) e teu ar ger ''gwer''.<ref>[[Victor Henry]] : ''Lexique étymologique du breton moderne'', Rennes, 1900, p. 152 — [https://archive.org/stream/LexiqueEtymologiqueBreton#page/n187/mode/2up Lenn en-linenn] </ref> ; un adster zo : yaouank, nerzhus. <ref>[https://www.lexilogos.com/latin/gaffiot.php?q=viridis Geriadur Gaffiot (1934)]</ref>

Meneget eo ar ger « guezr » er ''[[Catholicon|C'hatholicon]]'', anezhañ ar geriadur kentañ e brezhoneg ([[1464]]), met « Guezr ha glas » eo ar pennger, ha « tout ung ; ''ibi uide'' » eo an termenadur ; n'eus meneg eeun ebet eus al liv. Bez' emañ ivez e ''[[Nomenclator]]'' Guillaume Quiquier de Roscoff ([[1633]]). <ref>[http://devri.bzh/dictionnaire/g/gwer-1/ Devri].</ref>
:*Meur a c'her latin hag a denn da nerzh ar vuhez zo kar da ''viridis'' : ''vivere'' (bout nerzhus), ''vis'' (nerzh), ''vir'' (gour), ''ver'' (nevezamzer), ''virga'' (garenn) ; marteze ez eo ''virtus'' kar da ''viridis'' ivez.
Heñvel a gaver e [[saozneg]], pa zeu ''green'' eus an hensaozneg ([[1200]]) ''grene'' ("hag a gresk", "hag a zo bev", "nerzhus") ha pelloc'h eus ur wrizienn rakindezeuropek *''ghre ("kreskiñ"). <ref>{{en}} [https://www.etymonline.com/word/green#etymonline_v_11950 ''Online Etymology Dictionary'']</ref>
==En natur==
[[Plant]], [[loen|loened]] ha [[maen|mein]] gwer zo en natur. Setu amañ un nebeud anezho.
*''Bukit war pep skeudenn a-benn gwelout he alc'hwez''
===Plant===
<gallery mode="packed-hover" heights="200px" style="font-size:90%;">
BhurjungKhola-AK1981.jpg|Bhurjungkhola, [[Nepal]]
Leeks (1350125029).jpg|[[Pour]]
Helleborus odorus.jpg|''Helleborus odorus''
Cortinarius austrovenetus 45928.jpg|''Cortinarius austrovenetus''
Roses vertes Wimbledon.jpg|[[Roz (plant)|Roz]] gwer Wimbledon
</gallery>
===Loened===
<gallery mode="packed-hover" heights="200px" style="font-size:90%;">
Litoria caerulea.jpg|''Litoria caerulea''
Micrommata virescens (Arcugnano).jpg|''Micrommata virescens''
Aulacorhynchus atrogularis cyanolaemus - NBII.jpg|''Aulacorhynchus atrogularis cyanolaemus''
Green day gecko (7387914362).jpg|''Phelsuma dubia''
Congrogadus subducens 1.jpg|''Congrogadus subducens''
</gallery>
===Mein===
<gallery mode="packed-hover" heights="200px" style="font-size:90%;">
Antlerite-480741.jpg|Antlerit
Beryl-27323.jpg|Beril (emrodezenn)
Quartz-Muscovite-224148.jpg|Fuschsit
Green marble.jpg|[[Marmor]] gwer
Peridot2.jpg|Olivin
</gallery>
==Fardañ hag implijout==
{|class="infobox" style="font-size:90%;"
! colspan="3" style="text-align:center; background-color:#0f0; padding-top:5px;|
[[Restr:BKChem48.svg|32px]]
Kimiezh al livegennoù

|[[Krom]]||[[Krom|Cr]]2[[Oksigen|O]]3

|colspan="3"|

|[[Kadmiom]]||Cr2O3 + [[Kadmiom|Cd]][[Soufr|S]]

|colspan="3"|

|Viridian||Cr2O3 + [[Hidrogen|H]]2O (an [[dour]])

|colspan="3"|

|Douar||[[Potasiom|K]]([[Aluminiom|Al]],[[Houarn|Fe]]III),(FeII,[[Magneziom|Mg)]](Al[[Silikiom|Si]]3,Si4)O10(OH)2

|colspan="3"|

|Gwer emrodez||[[Kouevr|Cu]]2(CH3COO)2 · 3 Cu([[Arsenik|As]]O2)2

|colspan="3"|

|Gwer Scheele||Cu2HAsO3(OH)2

|colspan="3"|

|Malakit||Cu2[[Karbon|C]]O3(OH)2

|colspan="3"|

|Mergl kouevr||Cu2(OH)2CO3(s)

|colspan="2"|

|Rousin kouevr||Cu2(C19H29COO)2

|colspan="3"|

|-align="center"
|colspan="3"|[[Restr:Cr2o3 gruener farbstoff.jpg|270px]]
Livegennoù gwer krom

Ne c'heller ket fardañ liv gwer padus diwar plant pe loened, rak buan e tro da [[Gell|c'hell]] GELL abalamour da zispeuradur ar [[Kellig|c'helligoù]] organel.

E [[Skandinavia]] e veze graet meur a arliv gwer diwar linad, raden, stlañvesk, delioù an onn ha rusk ar bezv. Arouez ar goanag, an eürusted hag ar finborte e oa e sevenadur ar Vikinged, alies e vezent gwisket e gwer. Erc'h ha skorn a gavas [[Erik ar Ruz|Eirik Raude]] en douar nevez a dizhas er [[bloavezhioù 980]], met ''[[Greunland|Grønland|]]'' ("Daouar gwer") a reas anezhañ abalamour ma oa un tiriad a c'hoanag.

Pa ouie kouerien Europa ar [[Krennamzer|Grennamzer]] fardañ liv gwer dibad diwar plant, kêriz a rae dre soubañ ar gwiadoù en ur veoliad glaz ha goude en unan velen. E dibenn ar mare avat e voe kemmet an traoù, evit daou abeg : an dud e fellas dezho kaout livioù flamm ha padus, ha reolennoù korf-micher al livadennerien a verzas meskañ glaz ha melen. Renket e voe ar stalioù-labour dre zanvez ha dre liv ; neb en devoa gwir da livañ gloan e ruz e oa berzet dezhañ livañ lien e glas. Dic'hallus neuze e oa meskañ glaz ha melen, pa veze disrannet ar beoliadoù an eil re diouzh ar re all. Nebeut-ha-nebeut neuze e troas al livadennerien war-du ar mein, [[metal]]où en holl anezho.

{{Commonscat|Green|Gwer}}
Setu amañ al livegenn bennañ zo.
;Gwer douar
Anvet eo gwer [[Verona]] ivez. Abaoe an [[Henamzer]] e vez arveret rak daoust dezhi bout gwan a-fed kuzhat al livioù all ez eo padus-kenañ ouzh ar gouloù hag an danvezioù kimiek. En [[Italia]] ar Grennamzer e servije da wiskad kentañ liv kroc'hen an tudennoù diskouezet en amheol.
;Gwer emrodez
Pistrius-kenañ eo al livegenn-se, pa'z eus [[arsenik]] enni. Fardet e voe e [[1808]] diwar mergl [[kouevr]] evit erlerc'hiañ ouzh gwer Scheele (a zo arsenik enni ivez) ha lakaet war ar marc'had [[Alamagn|alaman]] gant William Sattler e Schweinfurt ([[Bavaria]]) e [[1814]]. Eus glas-gwer skedus da wer eo skalfad he arlivioù, ha mat e c'holo al livioù all. Met distabil eo ouzhpenn bezañ pistrius, setu e voe dilezet e deroù an {{XIXvet kantved}}. Dre ma oa marc'had-mat he fardañ e voe arveret al livegenn gant an arzourien, ha da voullañ [[paper]]-moger a-vil-vern. E [[Rouantelezh-Unanet]] ar [[bloavezhioù 1860]] e voe savet evezh a-zivout bugale o vervel diwar an arsenik a zeue eus paper-moger o c'hambroù mouest. Hep mar e c'hoarvezas heñvel gant [[Napoleon Iañ]] en e harlu e [[Saint Helena (enezenn)|Saint Helena]]. En dilhad gwer e veze kavet stank ivez.

En Henroma e veze drailhet [[emrodez]] da fardañ bazalmoù evit pareañ daoulagadoù an dud ; tamm-ha-tamm, a-dreuz ar c'hantvedoù, e teuas ar gwer da aroueziañ ar [[Mezegiezh|vezegiezh]] hag an apotikerezh evel ma ra hiziv.
;Gwer kobalt
E [[1780]] e voe kavet al liv-se gant ar c'himiour [[Sveden|svedat]] Sven Rinman ([[1720]]-[[1792]]) dre veskañ oksidenn [[kobalt]] hag oksidenn [[zink]]. Biskoazh ne voe boutin implij ar gwer kobalt el [[livouriezh]] en abeg d'he friz uhel-uhel ; ouzhpenn, n'eo ket gwall vat evit goleiñ livioù all. Diouzh ar c'hementadoù zink ha kobalt e c'hall al liv bout forzh pelec'h etre gwer teñval ha [[roz (liv)|roz]].

Daoust da gement-se e vo pouezus arver ar gwer kobalt en dekvloavezhioù da zont marteze, peogwir ez eus bet kavet perzhioù tredanwarellek dezhi ; mar befe savet memorioù urzhiataerioù diwarni e vefe gouest an ardivinkoù da enkargañ ha loc'hañ o [[reizhiad korvoiñ]] en ul lajadig, kement-se en ur lonkañ nebeut-tre a energiezh.
;Gwer krom
E [[Pariz]] e voe lakaet e gwerzh gant ar gimiourien Pannetier ha Binet e [[1838]]. Ganto e oa bet fardet, hogen kavet e vez en natur, er mein anvet ''eskolait''. Kalz e vez arveret dre m'eo stabil-tre, da fardañ pentur, liv evit ar [[moullañ]] ha traezoù e [[gwer]] ; diwarni e farder al livegenn anvet ''viridian''. Talvezout a ra ivez da levnañ kontilli, aotennoù, ferennoù gwer, hag all.
;Malakit
Al livegenn wer koshañ anavezet eo ar malakit, pa'z eo bet kavet e bezioù [[Henegipt]]. Gant an [[henc'hres]]ianed e voe goveliet he anv abalamour d'he liv par da hini ar c'haol-malv ([[genad]] Malva), a zo ''malachē'' (μαλάχη) en o yezh. Karbonat kouevr naturel eo, a zo kizidik ouzh ar gor hag an trenkennoù. Er {{XVvet kantved}} hag er {{XVIvet kantved}} e voe implijet stank gant al livourien en [[Europa]].
;Mergl kouevr
Aketat kouevr eo, brudet evit e liv a denn diouzh ar glaz hag a zo distabil ha treuzwelus ; a-gozh eo anavezet, pa voe implijet adalek an Henamzer betek diwezh ar mare barok en {{XVIIIvet kantved}} da livañ gweledvaoù ha dilhad gwer. Ne vez mui gwerzhet hiziv en abeg ma'z eo pistrius. Da c'hell teñval pe da zu e tro pa vez kozh.
;Rousin kouevr
Abaoe ar XVvet kantved e vez graet diwar dileizhañ kouevr e rousin strilhet an [[tourmantin]] ''(Larix decidua)'', a anver « tourmantin [[Venezia]] ». Arveret e veze ar meskaj evit klerañ ha peurvec'hiañ ar gwer viridian, evel ma veze graet alies-tre en Italia ar XVvet kantved evit livañ glasvez.
;Viridian
Stabil-kenañ eo al livegenn wer zibistri-se, a voe breouet e [[1859]] gant an ao. Guignet e Pariz. Ken mat e voe degemeret gant ar c'hreantourien hag an dourlivourien ma voe dilezet ar gwer emrodez, a zo pistrius. Gouest e vefe ar gwer viridian da erlerc'hiañ ouzh forzh peseurt livegenn all, ha pa vefe hengounel pe arnevez.
==Arlivioù==
{| align="center" style="font-size:100%;"

|colspan="4" style="color:#008000;"|'''• ''Bukit war pep liv da welout e anv'''''

|'''#004953'''||style="color:#004953; background-color:#004953;"|000000

|'''#00563b'''||style="color:#00563b; background-color:#00563b;"|000000

|'''#006400'''||style="color:#006400; background-color:#006400;"|000000

|'''#00644e'''||style="color:#00644e; background-color:#00644e;"|000000

|'''#006600'''||style="color:#006600; background-color:#006600;"|000000

|'''#00693e'''||style="color:#00693e; background-color:#00693e;"|000000

|'''#006b3c'''||style="color:#006b3c; background-color:#006b3c;"|000000

|'''#007000'''||style="color:#007000; background-color:#007000;"|000000

|'''#007f5c'''||style="color:#007f5c; background-color:#007f5c;"|000000

|'''#008000'''||style="color:#008000; background-color:#008000;"|000000

|'''#008080'''||style="color:#008080; background-color:#008080;"|000000

|'''#00853e'''||style="color:#00853e; background-color:#00853e;"|000000

|'''#009000'''||style="color:#009000; background-color:#009000;"|000000

|'''#009150'''||style="color:#009150; background-color:#009150;"|000000

|'''#009b7d'''||style="color:#009b7d; background-color:#009b7d;"|000000

|'''#009e60'''||style="color:#009e60; background-color:#009e60;"|000000

|'''#009f6b'''||style="color:#009f6b; background-color:#009f6b;"|000000

|'''#00a550'''||style="color:#00a550; background-color:#00a550;"|000000

|'''#00a86b'''||style="color:#00a86b; background-color:#00a86b;"|000000

|'''#00a693'''||style="color:#00a693; background-color:#00a693;"|000000

|'''#00a877'''||style="color:#00a877; background-color:#00a877;"|000000

|'''#00ab66'''||style="color:#00ab66; background-color:#00ab66;"|000000

|'''#00ad83'''||style="color:#00ad83; background-color:#00ad83;"|000000

|'''#013220'''||style="color:#013220; background-color:#013220;"|000000

|'''#014421'''||style="color:#014421; background-color:#014421;"|000000

|'''#014d2f'''||style="color:#014d2f; background-color:#014d2f;"|000000

|'''#01796f'''||style="color:#01796f; background-color:#01796f;"|000000

|'''#002000'''||style="color:#002000; background-color:#002000;"|000000

|'''#03c03c'''||style="color:#03c03c; background-color:#03c03c;"|000000

|'''#043927'''||style="color:#043927; background-color:#043927;"|000000

|'''#0bda51'''||style="color:#0bda51; background-color:#0bda51;"|000000

|'''#138808'''||style="color:#138808; background-color:#138808;"|000000

|'''#18453b'''||style="color:#18453b; background-color:#18453b;"|000000

|'''#1b4d3e'''||style="color:#1b4d3e; background-color:#1b4d3e;"|000000

|'''#1cac78'''||style="color:#1cac78; background-color:#1cac78;"|000000

|'''#228b22'''||style="color:#228b22; background-color:#228b22;"|000000

|'''#29ab87'''||style="color:#29ab87; background-color:#29ab87;"|000000

|'''#2e8b57'''||style="color:#2e8b57; background-color:#2e8b57;"|000000

|'''#2f847c'''||style="color:#2f847c; background-color:#2f847c;"|000000

|'''#317873'''||style="color:#317873; background-color:#317873;"|000000

|'''#355e3b'''||style="color:#355e3b; background-color:#355e3b;"|000000

|'''#388738'''||style="color:#388738; background-color:#388738;"|000000

|'''#39ff14'''||style="color:#39ff14; background-color:#39ff14;"|000000

|'''#3fff00'''||style="color:#3fff00; background-color:#3fff00;"|000000

|'''#40826d'''||style="color:#40826d; background-color:#40826d;"|000000

|'''#43b3ae'''||style="color:#43b3ae; background-color:#43b3ae;"|000000

|'''#444c38'''||style="color:#444c38; background-color:#444c38;"|000000

|'''#49796b'''||style="color:#49796b; background-color:#49796b;"|000000

|'''#49b675'''||style="color:#49b675; background-color:#49b675;"|000000

|'''#4a5d23'''||style="color:#4a5d23; background-color:#4a5d23;"|000000

|'''#4b5320'''||style="color:#4b5320; background-color:#4b5320;"|000000

|'''4b6f44'''||style="color:#4b6f44; background-color:#4b6f44;"|000000

|'''#4cbb17'''||style="color:#4cbb17; background-color:#4cbb17;"|000000

|'''#4d5d53'''||style="color:#4d5d53; background-color:#4d5d53;"|000000

|'''#4f7942'''||style="color:#4f7942; background-color:#4f7942;"|000000

|'''#4fffb0'''||style="color:#4fffb0; background-color:#4fffb0;"|000000

|'''#50c878'''||style="color:#50c878; background-color:#50c878;"|000000

|'''#55dd33'''||style="color:#55dd33; background-color:#55dd33;"|000000

|'''#568203'''||style="color:#568203; background-color:#568203;"|000000

|'''#5e8d61'''||style="color:#5e8d61; background-color:#5e8d61;"|000000

|'''#5f8e62'''||style="color:#5f8e62; background-color:#5f8e62;"|000000

|'''#61cb27'''||style="color:#5f8e62; background-color:#5f8e62;"|000000

|'''#66ff00'''||style="color:#66ff00; background-color:#66ff00;"|000000

|'''#679267'''||style="color:#679267; background-color:#679267;"|000000

|'''#6c7c59'''||style="color:#6c7c59; background-color:#6c7c59;"|000000

|'''#71bc78'''||style="color:#71bc78; background-color:#71bc78;"|000000

|'''#74c365'''||style="color:#74c365; background-color:#74c365;"|000000

|'''#76ff7a'''||style="color:#76ff7a; background-color:#76ff7a;"|000000

|'''#808000'''||style="color:#808000; background-color:#808000;"|000000

|'''#87a96b'''||style="color:#87a96b; background-color:#87a96b;"|000000

|'''#8a9a5b'''||style="color:#8a9a5b; background-color:#8a9a5b;"|000000

|'''#8f9779'''||style="color:#8f9779; background-color:#8f9779;"|000000

|'''#90ee90'''||style="color:#90ee90; background-color:#90ee90;"|000000

|'''#98fb98'''||style="color:#98fb98; background-color:#98fb98;"|000000

|'''#9ac48f'''||style="color:#9ac48f; background-color:#9ac48f;"|000000

|'''#a9ba9d'''||style="color:#a9ba9d; background-color:#a9ba9d;"|000000

|'''#ace1af'''||style="color:#ace1af; background-color:#ace1af;"|000000

|'''#adff2f'''||style="color:#adff2f; background-color:#adff2f;"|000000

|'''#d0f0c0'''||style="color:#d0f0c0; background-color:#d0f0c0;"|000000

|'''#dadd98'''||style="color:#dadd98; background-color:#dadd98;"|000000

==Istor==
[[Restr:Standing Osiris edit1.svg|thumb|left|upright=0.75|#308d57 e oa liv Osiris !]]
===Henamzer===
Ne gaver na liv glas na liv gwer en [[arz]] ar [[Ragistor]], p'emañ an du, ar gell, ar gwenn hag ar ruz. Mil bloaz diwezhatoc'h e oa peuzheñvel an traoù p'en doa desket mab-den livañ gwiadoù : ne ouie ket c'hoazh fardañ glaz pe wer.

En [[Henegipt]] e veze fardet livegennoù gwer, ha puilh e veze implijet al liv war ar gwiadoù hag an dilhad ; sakr e oa al loened "gwer" evel [[krokodil]]ed ar stêr [[Nil]]. Ar glaz hag ar gwer a oa livioù mat da argas an drouksperedoù ha gwareziñ ar re varv er bed all ; liv [[Osiris]], [[doue]] ar vuhez, ar marv hag ar strujusted, eo ar gwer.

Ne voe ket gwall bouezus perzh ar gwer en [[Henroma]] e-kichen ar gell, ar gwenn, ar melen hag ar ruz ; e gwirionez ne ouie ket ar Romaned meskañ ar glaz hag ar melen da gaout gwer, ha dre blantennoù ne zeu nemet livioù damlouet disked. Ne gaved al liv gwer nemet er prierezh hag e greanterezh ar gwer.

Adal an Impalaeriezh ([[-31]]), dindan levezon ar [[Kelted|Gelted]] hag ar [[Germaned|C'hermaned]], e voe fardet dilhad gwer evit ar merc'hed, petra bennak ma veze lakaet al liv-se da [[Barbared|varbar]] gant ar re gozh. Ar gwer e oa liv karetañ an impalaer [[Neron|Nero]] ([[37]]–[[68]]).

Liv ar goanag e voe ar gwer en Henroma ivez ; a-wechoù e vez paket ar vugale nevez-vet e lien gwer evit ma vije hir o buhez.
[[Restr:Codex Manesse Burkart von Hohenfels.jpg|thumb|''Codex Manesse''
[[Heidelberg]], ''c''. [[1310]]]]
===Krennamzer===
Mare ar glaz e voe ar [[Krennamzer|Grennamzer]], met pouezusoc'h-pouezusañ e voe ar gwer er vuhez pemdez hag en arzoù.

Digemm e voe statud al liv gwer e-pad tremen 700 vloaz goude diskar an Impalaeriezh roman e [[476]] hag enkrog an [[Iliz katolik roman]] war [[Europa]] ar Grennamzer, rak er [[Bibl]] eo ar gwer liv ar glasvez hepken. An impalaer [[Karl Veur]] ([[742]]–[[814]]) hag e warlerc'hidi a wiskas dilhad roman o stumm ha german o liv gwer, kevret gant ruz ar galloud.

Er bloaz [[1195]] ez embannas ar [[Kardinal|c'hardinal]] Lothaire de Segni, a voe ar [[pab]] [[Inosant III]] diwezhatoc'h, e zornlevr ''De sacro sancti altari mysterio'' ma tisklêrias daou dra bouezus : liv ar goanag er vuhez peurbadel eo ar gwer, ret eo dezhañ bezañ dibabet evit an deizioù hag al lidoù ordinal rak re al lidoù meur eo al livioù all. Dre se e teuas ''[[de facto]]'' al liv gwer an hini implijetañ a-hed ar bloaz. <ref>{{fr}} Pastoureau, Michel : ''Le temps mis en couleurs'', Bibliothèque de l'École des Chartes, 1999, levrenn 157, niverenn 1, p. 117 – [https://www.persee.fr/doc/bec_0373-6237_1999_num_157_1_450962 Lenn en-linenn]</ref>

Liv an islam ivez eo ar gwer. Er [[Koran|C'horan]] ez eo liv an nevezamzer, an [[neñv]] hag ar [[Baradoz]]. War-dro ar bloaz [[1000]] e oa ar gwer liv ofisiel diskennidi ar profed [[Mahomed]]. Adalek an {{XIIvet kantved}} e troas da hini an islam, gwisket e veze gant ar pennadurezhioù ha ne voe mui gwiadet en tapisoù rak arabat eo kerzhout war ul liv nevet. Marteze e c'hoarias ar [[Kroaziadegoù|c'hroaziadegoù]] ur perzh bennak e kement-se, pa oa ar gwer liv an diaoul er [[Kristeniezh|gristeniezh]].

Adalek ar [[bloavezhioù 1100]] e teuas ar gwer en arzoù europat, er bed germanek pergen. El lennegezh e oa liv ar yaouankiz hag ar garantez, troioù-kaer ha stourmadennoù ar varc'heien war al lisoù, met ne veze ket gwelet gwall alies war ar skoedoù rak a-boan ganet e oa an [[ardamezouriezh]].

En {{XIIIvet kantved}}, an [[Doueoniezh|doueoniour]] Guillaume d'Auvergne ([[1190]]–[[1249]]) a embannas e oa brav ar gwer peogwir e oa ul liv kerreizh, kempouez, dereat hag a ziskuizh an daoulagad. Boas e veze ar skrivagnerien da skrivañ war tablezennoù gwer e-lec'h gwenn pe zu.

Er Grennamzer ivez e voed krog da sevel gwerjezioù (eus al latin ''viridarium'', deveret diouzh ''viridis'') a oa liorzhoù karrez ha kloz ma kaved kalz gwez, ur [[Vitis vinifera|winieg]] tro-dro d'ur bradenn. Diwezhatoc'h hepken e talvezas gwerjez kement ha frouezheg.

Adalek deroù an {{XIIvet kantved}} ha betek eil hantervezh an {{XIIvet kantved}} e voe mesket buhez al lezioù ha hini ar varc'heien ; ar ruz hag ar gwer e voe al livioù trec'hel, betek ma voe reoliet implij al livioù gant an ardamezouriezh e dibenn ar mare-se. En eil hantervezh an XII{{vet}} kantved e voe meneg el lennegezh eus marc'heien wer, anezho tud yaouank herrus hag a laka an dizurzh ; er romant gallek ''Li Hauz Livres du Graal'' <ref>{{fr}} ''Le Haut Livre du Graal'', Le Livre de Poche, 2007 {{ISBN|978-2-253-08224-8}}</ref> (a-raok [[1250]]) e vez Perlesvaus (a zo ''Perceval le Gallois'' e galleg, ''Sir Percivale de Galis'' e [[Le Morte d'Arthur / 6vet istor|levrenn XIV]] ar c'helc'hiad [[Le Morte d'Arthur]], [[1470]]) <ref>N'eo ket [[Peredur fab Efrawg]] ar [[Mabinogi]].</ref> gant e vreur yaouankoc'h Glaouin le Vert hag a ra hervez giz an amzer : degas trubuilh.

Marc'heien wer wirion zo bet, evel ar c'hont Amédée VI Savoia ([[1334]]–[[1383]]), lesanvet ''le comte vert'' abalamour ma veze gwer liv e hobregon a-c'houde un tournamant e [[Chambéry]] e [[1353]] m'en dougas en enor d'ur vaouez a oa he milgin gantañ. Chomet eo al liamm etre ar vilgin wer hag ar garantez betek ar ganaouenn ''[[Greensleeves]]'' ([[1580]]).

E pep lec'h e vez liv gwer war an dornskridoù enlivet ma lider an nevezamzer, evel en ''Très Riches Heures du duc de Berry'' e deroù ar {{XIVvet kantved}}. E dibenn ar Grennamzer e teuas ar gwer da vezañ liv ar merc'hed en gortoz da zimeziñ ha, dreist-holl, hini ar re vrazez.
<gallery mode="packed-hover" heights="350px" style="font-size:90%; margin-top:25px; margin-bottom:25px;">
Frères Limbourg - Très Riches Heures du duc de Berry - mois de mai - Google Art Project cropped.jpg|''Très Riches Heures du duc de Berry'' : miz Mae
Ar Vreudeur Limbourg, ''c''. [[1416]]
Van Eyck - Arnolfini Portrait.jpg|''Ar priedoù Arnolfini'' – [[Jan van Eyck]], [[1434]]
Brazez eo ar wreg
</gallery>
[[Restr:Hb-tristain.jpg|right|130px|Ardamezeg Hiérosme de Bara, 1578]]
Evitañ da vezañ hollvezant el lezioù, war al lisoù hag el lennegezh, ne weler ket al liv gwer gwall alies war an ardamezioù a veze diskouezet en emgannoù hag en tournamantoù adalek an XIIvet kantved (5%, pa vez tremen 50% a ruz, 45% a wenn hag a velen, 25% a c'hlaz hag a zu). Reoliet strizh eo arver al livioù an ardamezouriezh, nepred ne vez ezvezant ar gwer, met den ne oar resis perak e veze implijet ken dibaot a wech ; daou abeg zo bet goulakaet : diaes-bras e veze fardañ al liv, ha displann e oa ar ster anezhañ.

[[Tristan (haroz)|Tristan]] e voe haroz karetañ ar Grennamzer, ha gwer e oa e skoed : er romant disin ''Tristan en prose'' (''c.'' [[1232]]) a liamm istor ''Tristan hag Izold'' ouzh mojenn ar [[Roue Arzhur]] e teskriver ardamezioù ar marc'heg yaouank evel-henn : ''e gwer e leon en aour armet ha teodet en gul'' <ref>Löseth, Eilert : ''Le Roman en Prose de Tristan'', Forgotten Books, 2017 {{ISBN|978-0-243-99631-5}}</ref>. Adalek embann ar skrid-se betek kreiz ar {{XVIIvet kantved}} e voe displeget ha skeudennet e skoed gant al liv-se e garskeudennoù, livadurioù ha pallennoù moger, ardamezegoù, danevelloù tournamantoù, gouelioù hag abadennoù a denn da vojenn Arzhur. Ouzhpenn bezañ arouez ar garantez hag ar yaouankiz, evel dleet, dre vojenn Tristan ez eo aet al liv gwer da arouez an hemolc'h, ar goadeg, ar sonerezh, ar follentez, an dizurzh, torridigezh al lezenn ha, dreist-holl, hini an dic'hoanag hag ar wallblanedenn. Peogwir e oa distabil al liv gwer a farded d'ar mare-se e veze liammet ivez ouzh ar chañs hag ar blanedenn. Kement-se a c'heller liammat ouzh Fortuna, doueez ar chañs hag an tonkadur er relijion roman, a veze gwer he dilhad e skeudennoù ar Grennamzer. <ref>Gwer ha melen eo sae Fortuna ha gwer liv ar chañsoù en dornskrid ''Le Livre dela Mutation de Fortune'' ([[1403]]) gant Christine de Pisan ([[1364]]–[[1430]]) — [https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/btv1b84514805/f1.item.zoom Lenn en-linenn]</ref>

E dibenn ar XIVvet kantved e voe skrivet e [[krennsaozneg]] ur romant arzhuriek all, ''Sir Gawayn and þe Grene Knyȝt'' ("An aotrou Gawayn hag ar Marc'heg Gwer") ma'z eus ur marc'heg gwer, ur chapel wer hag ur gouriz gwer. A-hed an istor ez eo liammet al liv gwer ouzh an tonkadur hag ar marv. <ref>Un droidigezh zo bet graet e brezhoneg eeun gant [[Roparz Hemon]] e [[1949]] — [http://bibliotheque.idbe-bzh.org/data/cle_fevrier_2016/Gaovan_hag_an_den_gwer_.pdf Lenn en-linenn]</ref>

Evit an abegoù-se end-eeun e voe er-maez a c'hiz al liv gwer e dibenn ar Grennamzer. Pa voe termenet livioù "onest" ha reoù all "dizereat" gant pennadurezhioù keodedel ha relijiel e voe lakaet ar gwer da fall rak liv an diaoul ha darn eus e loenedva ([[Aerouant|erevent]], [[kokatris]]ed, krokodiled, [[Morganez|morwragez]], naered, [[Touseg boutin|tousegi]] hag all) e oa. <ref>Daoust d'an tousegi bezañ gris ; kontet e veze e wiskent dilhad gwer evit touellañ an dud e sabat ar sorserien. Gwelout Berlioz, Jacques : ''L'animal exemplaire au Moyen-Âge'', Presses Universitaires de Rennes, 2000, pp. 267-288 {{ISBN|978-2-86847-435-3}}</ref> Ur perzh boutin d'al loened-se eo e tarempredont an dour, a veze lakaet da wer er Grennamzer ; ken diwezhat hag ar {{XVIIvet kantved}} e voe livet an dourioù e glas war kartennoù an [[douaroniezh]]. E-kichen al loened-se e veze lakaet boudoù mojennel an natur (arc'houereed, boudiged, elfed, koboled, korriganed, lutuned, trolled hag all) da wer dre o c'horf pe o dilhad, peogwir e vevent er glasvez en ur bed iskis etre an natur hag an dreistnatur ; en XIXvet kantved e voe ijinet boudoù faltazius all : boulomigoù gwer [[Meurzh (planedenn)|Meurzh]].

Fall da vat e oa al liv gwer pa veze lakaet da hini ar sorserezed e dibenn ar Grennamzer, ha dreist-holl en amzer arnevez adalek [[1550]] betek diwezh an XVIIIvet kantved : gwer e oa o daoulagad hag o dent, gwer ivez o dilhad, gwer c'hoazh o drammoù hag an hanter eus o loened (du e oa an hanter all). En Henroma dija e veze brudet fall tud o daoulagad gwer, pa vezent lakaet da drubard, gwidreüs ha gadal.
===Amzer arnevez===
[[Restr:Khizr.JPG|thumb|Al-Khiḍr (''c''. 1650)]]
Adalek ar XVIvet kantved hag an [[Disivoud protestant]] e voe dispriziet al liv gwer muioc'h c'hoazh, war-bouez hini an Natur peogwir e vije bet krouet gant Doue. Er XVIIvet kantved e ouied renk an dud er gevredigezhioù europat dre al livioù a zougent, hag e pep lec'h e oa ar gwer liv ar re bartapl hag ar gouerien.

Brizhkredennoù kozh a badas betek an oadvezh arnevez, ha betek hiziv an deiz zoken. Da skouer, a-gozh e vez ''tabou'' al liv gwer e bed ar [[c'hoariva]] ; den ne oar perak resis : abalamour d'ar gouleier hag a lakae al liv da c'hris, pe d'al livegennoù pistrius a lazhas meur a c'hoarier. E-pad pell ez eo bet ''tabou'' war ar bigi ivez, pa greded e tesache an arnev hag an tan-foeltr ; Breizh eo bet ar vro ziwezhañ en Europa ma oa bev ar vrizhkredenn-se. <ref>Pastoureau, Michel (2010) : ''Les couleurs de nos souvenirs'', Points, 2015 {{ISBN|978-2-7578-5447-1}}</ref> En enep, en [[Alamagn]] hag en [[Aostria]] e vez livet e gwer dorioù ar c'hrevier-saout evit o gwareziñ diouzh an tan-foeltr, ar sorserien hag an drouksperedoù ; e [[Bavaria]], [[Bro-Skos]], [[Danmark]] ha [[Portugal]] ez eo goulaouennoù-koar gwer a ra al labour-se.

N'eo ket en Europa hepken e kreded e boudoùigoù gwer an Natur, pa'z eus en hengoun islamek un dudenn anvet Al-Khiḍr ('''الخضر''' "an Hini Gwer") hag a zo meneget er C'horan (18:65-82) evel un arc'houere madoberus hag a warez ar veajourien, a bella ar c'horventennoù, al lazh an tanioù-gwall, a savete an dud a zo o veuziñ, a argas an naeron hag an drouksperedoù.

Lavaret e vez ez eo eurvezh diwezhañ an noz an hini zuañ a-raok tarzh-an-deiz ; pa voe ar XVIIvet kantved unan kañvaouus alies ha du-pod a-wechoù e voe an XVIIIvet kantved, [[Kantved ar Sklêrijenn]], unan skedus, livet-flamm ha leun a c'houloù rak brasaet e voe digoroù an tiez ha gwellaet ar goulaouiñ. Muioc'h a bled a voe taolet ouzh al livioù dre ma vezent gwelet gwelloc'h ; buan ez eas ar fardañ livegennoù war-raok, en ur gas gantañ greanterezh al livadennerezh hag an ijinerezh gwiadel ; aloubet e voe ar skiantoù, an arzoù, ar c'hizioù hag ar gevredigezh dre vras gant al livventerezh. Met kement-se a lakaas ar glaz war-raok hag a lezas ar gwer war vord an hent, ar glaz a zidronas ar ruz e kalon an darn vuiañ eus Europiz ; hiziv c'hoazh ez eo o liv karetañ, pell dirak ar re all. Fallvrudet e voe al liv gwer abalamour ma ne glotje ket gant ar glaz – ''Blau oder Grün muss man wählen'' eme an [[Alamagn|Alamaned]], Glaz pe wer, ret eo d'an den dibad, hag ar [[Bro-Saoz|Saozon]] da gadarnaat : ''Blue with green should never be seen'' Glaz gant gwer a rankfe na vezañ gwelet morse.

E dibenn ar c'hantved e voe didamallet ar gwer un tamm a-drugarez da berzh mat al livegennoù teñval, a blijas muioc'h d'ar vourc'hizien eget d'an noblañsoù. Kement-se a lenner c'hoazh e ''Zur Farbenlehre'' ("Dornlevr al livioù) [[Johann Wolfgang von Goethe]], bet embannet e [[1810]], ma laka ar gwer da liv ar vourc'hizien hag ar varc'hadourien, ar ruz da hini an noblañs, an du d'ar gloer, ar glaz d'an artizaned ha d'ar vicherourien (hiziv c'hoazh ez eo ar glaz liv an dilhad-labour).

E deroù an XIXvet kantved e voe ar gwer liv ar frankiz, goude bezañ bet hini an distabilded hag an dorridigezh ; liv ar [[Dispac'h gall|dispac'h]] e oa bet er [[bloavezhioù 1790]], diwar e berzh evel arouez ar goanag ha peogwir e oa bet lakaet da eneb ar ruz, a zo liv ar berz.

War-dro ar bloaz [[1770]], ar gwer a oa bet dibabet evit aotren hag ar ruz evit berzañ an diraez da lod porzhioù [[Mor an Hanternoz]] hag ar [[Mor Baltel]]. A-hed hantervezh kentañ an XIXvet kantved e voe hollekaet ar reizhiad el live etrebroadel. Buan e voe lakaet e pleustr war an [[Hent-houarn|hentoù-houarn]], hag e miz Kerzu [[1868]] e voe ar gouleier-straed kentañ e [[Londrez]] (e [[Salt Lake City]] e [[1912]], [[Cleveland (Ohio)|Cleveland]] e [[1914]], [[New York]] e [[1918]], [[Pariz]] e [[1923]] ha [[Berlin]] e [[1924]]).
[[Restr:Brunhoff – Histoire de Babar, le petit éléphant (1931) (page 40 crop).jpg|thumb|''Babar'' e 1931]]
En eil hantervezh an XIXvet kantved ez eas stad al liv gwer war wellaat a-nebeudoù rak mui-ouzh-mui a dud a yeas da vevañ e kêrioù hag a voe dedennet gant ar maezioù. En {{XXvet kantved}} e voe liv ar yec'hed hag ar vakañsoù ; krouet e voe takadoù gwer er c'hêrioù, klasoù gwer er skolioù, vakañsoù gwer, bouedoù gwer hag all.

Liv ar vugale e voe ivez, a-drugarez da droioù-kaer an [[olifant]] ''Babar'' e zilhad gwer, bet ijinet gant Cécile Sabouraud ha skeudennaouet gant he fried Jean de Brunhoff e [[1931]].

Da heul ar Raj breizhveurat (Lu an Indez) o dibabas da gentañ e dibenn an XIXvet kantved, holl armeoù ar C'hornaoueg a yeas war al livioù arwer ''kaki'' 0000 ha ''dark kaki'' 0000 evit o unwiskoù abalamour ma'z int diaes da verzout. Diouzh e du, al lu alaman a zibabas ar gwer ''Feldgrau'' 0000 na reas ket berzh abalamour d'an daou vrezel-bed ha d'ar gwer "melestradurel" rak ar gwer-se e oa arouez ar vurevveliezh abaoe ar bloaz [[1900]].

Hiziv an deiz ez eo ar gwer liv an [[ekologiezh]] er bed a-bezh, abaoe krouidigezh an aozadur [[Greenpeace]] e [[1971]]. Kalz aozadurioù tro-dro da hennezh zo o stourm evit ma vefe degemeret ar ''green attitude'' war kement tachenn a zo, ar pezh a gas lod embregerezhioù ha gouarnamantoù da ober ''grennwashing'', da lavarout eo lakaat da grediñ ez int a-du padal n'int ket.

Muioc'h eget biskoazh e lakaer ar gwer da liv an natur hag ar goanag war ur blanedenn saotret, warni [[spesad]]où a zo gourdrouzet gant kemmadur an [[hin]], mab-den en o zouez.
==Bannieloù==
A-c'houde an Dispac'h gall, [[Kanton Vaud]] a embannas e zizalc'hiezh d'ar [[24 a viz Genver]] [[1798]] hag a zibabas ur [[banniel]] gwer ha gwenn, gant ar [[sturienn]] ''Liberté et patrie''. Meur a Stad hag a vro o deus dibabet al liv gwer evit o banniel, en abeg d'o dizalc'hiezh ha d'o frankiz, d'o c'hoadegi ha d'ar pinvidigezhioù a dennont diouto, pe en enor d'an islam. Ar gwer, ar melen hag ar ruz eo livioù [[Afrika]] ; war banniel [[Iwerzhon]], liv ar [[Katoligiezh|gatoligiezh]] eo ar gwer, hini ar brotestantiezh eo an orañjez, hag arouez ar [[peoc'h]] etrezo eo ar gwenn.
<gallery mode="packed" heights="80px" style="background-color:#e0e0e0; margin-top:25px;">
Flag of Algeria.svg|[[Aljeria]]
Flag of Andalucía.svg|[[Andalouzia]]
Flag of Côte d'Ivoire.svg|[[Aod an Olifant]]
Flag of Saudi Arabia.svg|[[Arabia Saoudat]]
Flag of Bangladesh.svg|[[Bangladesh]]
Flag of Benin.svg|[[Benin]]
Flag of Bolivia.svg|[[Bolivia]]
Flag of Bulgaria.svg|[[Bulgaria]]
Flag of Brazil.svg|[[Brazil]]
Flag of Burkina Faso.svg|[[Burkina Faso]]
Flag of the Basque Country.svg|[[Euskal Herria]]
Flag of Gabon.svg|[[Gabon]]
Franco-Ontarian flag.svg|Gallegerien [[Ontario]]
Ghana flag.png|[[Ghana]]
Flag of Guyana.svg|[[Guyana]]
Flag of Hungary.svg|[[Hungaria]]
Flag of Iran.svg|[[Iran]]
Flag of Italy.svg|[[Italia]]
Flag of Jamaica.svg|[[Jamaika]]
Flag of Cameroon.svg|[[Kameroun]]
Flag of Canton of Vaud.svg|[[Kanton Vaud]]
Flag of Lebanon.svg|[[Liban]]
Flag of Libya (1977).svg|[[Libia]] ([[1977]]-[[2011]])
Flag of Libya.svg|[[Libia]] (adalek 2011)
Flag of Lithuania.svg|[[Lituania]]
Flag of Lombardy.svg|[[Lombardia]]
Flag of Madagascar.svg|[[Madagaskar]]
Flag of Maldives.svg|[[Maldivez]]
Flag of Mali.svg|[[Mali]]
Flag of Mauritania.svg|[[Maouritania]]
Flag of Mexico.svg|[[Mec'hiko]]
Flag of Nigeria.svg|[[Nigeria]]
Flag of Pakistan.svg|[[Pakistan]]
Flag of Portugal.svg|[[Portugal]]
Flag of Ireland.svg|[[Republik Iwerzhon]]
Naval Jack of Ireland.svg|[[An tSeirbhís Chabhlaigh|Lu Republik Iwerzhon]]
Flag of Senegal.svg|[[Senegal]]
Flag of Suriname.svg|[[Surinam]]
Flag of Togo.svg|[[Togo]]
Flag of Turkmenistan.svg|[[Turkmenistan]]
Flag of Zaire.svg|[[Zair]]
</gallery>
==En arzoù==
[[Restr:Prisma.gif|thumb|Kengereg ar gouloù]]
Enliverien dornskridoù dibenn ar XIVvet kantved a veske glaz ha melen a-benn kaout un arliv gwer, dre wiskañ an eil gant egile pe dre gejañ livegennoù : div a orin maenat (azurit ha melen [[staen]], da skouer), div a orin struzhel (''Isatis tinctoria'' ha ''Reseda luteola'') pe c'hoazh unan vaenat hag unan struzhel (lapis lazuli hag orpimant As2S3).

Den ne oar pegoulz e krogas al livourien da fardañ liv gwer dre veskañ glaz ha melen. E kreiz an XVIIIvet kentved c'hoazh e oa lod anezho o tispriziout ar re a rae e-lec'h ober gant al livegennoù hengounel evel ar malakit pe ar mergl kouevr. Ar pezh a ouzer eo e rae al livourien o meskaj pell a-raok [[1704]], ar bloaz ma embannas [[Isaac Newton]] e labour diwar-benn ar [[gouloù]] gwenn, a dorras gant ur [[Kengereg|c'hengereg]].

Dre zielfennañ taolennoù al livourien italian [[Giorgione]] ([[1477]]-[[1510]]) ha [[Giovanni Bellini]] (~ [[1433]]-[[1516]]) e ouzer e veskent glaz ha melen dija. Ar vistri [[flandrez]]at ne raent ket.

Ne gemmas ket an traoù betek embannadur ''Experiments and Considerations Touching Colours'' ar [[fizik]]our ha [[Kimiezh|kimiour]] [[Iwerzhon]]at Robert Boyle ([[1627]]–[[1691]]) e [[1664]], ma skrivas e oa trawalc'h ober gant gwenn, du, glaz, melen ha ruz evit kaout an holl livioù a c'heller gwelout. <ref>{{en}} [http://www.gutenberg.org/files/14504/14504-h/14504-h.htm Lenn en-linenn]</ref>

Techet e vezer da lakaat ar gwer da liv ar romantelouriezh (''c''. [[1775]]–''c''. [[1850]]) en abeg d'ar glasvez, hogen pouezusoc'h eo bet glaz an dour ha du an noz. Glas eo bet prantad kentañ al luskad, a-c'houde embannadur ''[[Die Leiden des jungen Werthers]]'' Goethe e [[1774]], ha du an eil prantad evel er [[Barzhoniezh|varzhoneg]] ''El Desdichado'' gant [[Gérard de Nerval]] ([[1854]]).
<gallery mode="packed" heights="180px" style="padding-top:25px;">
CarminaBurana wheel.jpg|''Rod Fortuna'', dornskrid ''Carmina Burana'', ''c''. [[1230]]
El mar Mediterráneo en el Atlas catalán de Cresques Abraham.jpg|Gwer eo ar morioù war kartenn Europa Abraham Cresques, [[1375]]
Gawain and the Green Knight.jpg|Dornskrid
''Sir Gawayn and þe Grene Knyȝt''
Giorgione - Adoration of the Shepherds - National Gallery of Art.jpg|''Azeul ar vêsaerien''
Giorgione (~ 1510)
Bellini Ritratto di giovane uomo - Carrara Bergamo.jpg|''Poltred ur gwaz yaouank''
Bellini (~ 1516)
</gallery>
== Mammennoù ==
*{{fr}} Heller, Eva : ''Psychologie de la couleur : effets et symbolique'', Éditions Pyramyd, 2009, {{ISBN|978-2-35017-156-2}}
*{{fr}} Moore, Christopher : ''Sacré Bleu'', Équateurs, 2015, {{ISBN|978-2-84990-385-8}}
*{{fr}} Pastoureau, Michel : ''Bleu – Histoire d'une couleur'', Seuil, 2000, {{ISBN|978-2-7578-4001-6}}
*{{fr}} Pastoureau, Michel & Simonnet, Dominique : ''Le petit livre des couleurs'', Éditions du Panama, 2005, {{ISBN|978-2-7578-4153-2}}
*{{fr}} Pastoureau, Michel : ''Une histoire symbolique du Moyen-Âge oocidental'', Points, 2014, {{ISBN|978-2-7578-4106-8}}
*{{fr}} Varichon, Anne : ''Couleurs – Pigments et teintures dans les mains des peuples'', Le Seuil, 2005 {{ISBN|978-2-02-084697-4}}
==Liammoù diavaez==
*{{en}} [https://encycolorpedia.com/ ''Encycolorpedia''] — Tizhet 24/03/2019
*{{en}} [http://www.color.org/index.xalter ''International Color Consortium''] — Tizhet 24/03/2019
*{{en}} [http://www.webexhibits.org/pigments/ ''Pigments through the Ages''] — Tizhet 24/03/2019
== Pennadoù kar ==
*[[Disheñvelout gwer diouzh glas er yezhoù]]
== Notennoù ==
{{Daveoù|bannoù=2}}
{{Commons|Category:Green}}
{{Wikeriadur|gwer}}
{{Livioù}}

[[Rummad:Livioù]]