Rann-eur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Daveenn
Linenn 1:
[[Restr:UTC hue4map X world Robinson.png|400px|thumb|dehou|Ar bed rannet e rannoù-eur.]]
Ur '''rann-eur''' {{daveoù<ref>Lukian aKergoat vank}}/ Eil Derez Diwan / Kreizenn ar geriaouiñ : ''Geriaoueg ar c'heografiezh'', p. 9.</ref> (liester: '''rannoù-eur'''), pe '''gwerzhid-eur'''<ref>Studiet gant TermOfis [[Ofis Publik ar Brezhoneg]].</ref>, pe '''gennad eur''' <ref>Hervez Geriadur Médard, p. 619.</ref>a zo ur rann eus an [[Douar]] ma’z eo unvan an [[eur]] implijet evit an traoù lezenn, kenwerzh, sokial... Da skouer evit an trenioù, ar skolioù, ha kement 'zo. Techet eo ar rannoù-se da heuliañ bevennoù ar stadoù. Rannet eo an Douar e 40 rann a ya eus [[pennahel an Norzh]] da [[pennahel ar Su|bennahel ar Su]], setu ma ledanaont bep ma tostaer d'ar [[keheder|c'heheder]], eleze ar ger [[gwerzhid]] a vez graet gantañ a-wechoù ivez. Heuliañ a reont dre vras red an [[heol]] a ra ar c'helc'hiad noz/deiz, met cheñchamantoù bras a c'hall bezañ. Broioù evel [[Galiza]], ha [[Breizh]] un tamm nebeutoc'h, a zo kalz en a-raok war an "eur wir", dreist-holl pa vez an [[eur hañv]] (gant eur [[Europa ar C'hreiz]] emaint, tra ma ra [[Breizh-Veur]] hag [[Iwerzhon]], a-genhed ganto, gant un dilañs un eur. Ar broioù bras a vez rannet e meur a hini, evel [[Rusia]] pe [[Kanada]]. Koulskoude e ra stadoù bras 'zo gant unan hepken, evel [[Sina]]. Pa vez kreisteiz e [[Peking]] (eur ofisiel) e vez an heol o sevel e [[Lhasa]] ([[Tibet]]).
 
Dre vras e cheñch ar rannoù eus 1 eur da 1 eur. Broioù 'zo avat o deus dibabet ober gant un hantereur, evel [[India]] a zo gant [[UTC|UTC+5:30]].