Emgann Spotsylvania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Goude [[Emgann Wilderness]], a oa bet gwadus met hep trec'her anat, lu Grant a oa kilet evit pellaat diouzh ar jeneral [[Stadoù Kengevreet Amerika|kengevreet]] [[Robert E. Lee]] hag e lu. Aet e oa [[Union Army|lu an Unaniezh]] war-zu ar gevred, o klask desachañ Lee evit trapañ anezhañ en ul lec'h aesoc'h a fed strategiezh. Unvezioù eus lu Lee a oa deuet a-benn da dalañ ouzh an Union army e meur a lec'h e kroashentoù Spotsylvania Court House, [[Virginia]], ha kroget e oant da doullañ fozioù-difenn. Argadennoù lies a voe gant ehanoù adal an 8 betek an [[21 a viz Mae]] [[1864]]. Grant en doa klasket terriñ al linennoù kengevreet e meur a lec'h met en aner. A-benn ar fin ne oa bet trec'her anat ebet en emgann-se, ur wech ouzhpenn. Gant 32 000 soudard kollet evit an daou du e oa bet an emgann gwadushañ eus ar c'hampagn brezel.
 
Grant en doa adlakaet mat e linennoù evit klask freuzañ al linennoù enebour ur wech c'hoazh met en ur glask kaout un hent aesoc'h evit tagañ Lee. Kroget e voe gant ana rgadenn ziwezhañ gant Hancock d'an 18 a viz Mae, met un taol-kleze en dour e voe. Ur sklêrijennadenn nerzhu gant al letanant jeneral [[Richard S. Ewell]] en Harris farm d'an 19 a viz Mae a voe ur c'hwitadenn gwadus. D'an 21 a viz Mae, Grant a gile e nerzhioù lu ha tec'hout war-zu ar gevred o klask tremen dreist tu dehoù Lee. Kampagn Overland Campaign a gendalc'ho gant [[Emgann North Anna]].
== Kolloù ==
 
[[Restr:Death-sedgwick.JPG|thumb|upright=1.4|Marv ar jeneral Sedgwick]]
[[Rummad:Emgannoù Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika]]