Anveliouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D kempenn using AWB
Ar restr commons:File:Benjamin_D._Maxham_-_Henry_David_Thoreau_-_Restored_-_greyscale_-_straightened.jpg oa bet lakaet e-lerc’h Benjamin_D._Maxham_-_Henry_David_Thoreau_-_Restored.jpg ; Goulennet e oa gant commons:User:CommonsDelinker (much better
Linenn 60:
Hervez W. Godwin e vir ar Stadoù ouzh diorroadur hag embreg poell pep den, daoust d'ar poell bezañ perzh dibar mab-den ; atav e vez erlerc'hiet galloud ar Stadoù ouzh skiant-varn hag emskiant pep den, hag enebiñ ouzh lusk spered mab-den a ra al lezennoù rak mard int poellek ez int didalvez evit an dud poellek, ha mar n'int ket ez int direizhwir hag hollveliour.<ref name="MN" />
{{clear}}
[[Restr:Benjamin D. Maxham - Henry David Thoreau - Restored - greyscale - straightened.jpg|thumb|left|150px|
Henry David Thoreau

Pimpatrom an den dishual e voe Henry David Thoreau. Pa oa an [[Dispac'h Greantel]] oc'h erruout e Stadoù-Unanet Amerika e klaskas adkavout ha diskouez al liamm a zo etre an dud hag o endro naturel. Daou vloavezh-pad e vevas en e unan en ul loch a savas war ribl ul lenn e-kichen [[Concord (Massachusetts)|Concord]] ([[Massachusetts|Commonwealth of Massachusetts]]) ma sellas pizh ouzh an Natur.<ref>Henry David Thoreau ([[1854]]), ''Walden'', Oxford University Press, 2009, ISBN 978-0-19-953806-5 {{en}}
''Walden ou La vie dans les bois'', Gallimard, 1990, ISBN 978-2-07-071521-3 {{fr}}</ref>

En tu-hont da vezañ un diaraoger e-touez an [[ekologouriezh|ekologourien]] e c'hounezas H. D. Thoreau brud dre ar bed a-bezh a-drugarez d'e stourm a-du gant ar frankizoù hiniennel – re ar Vorianed ha re an Indianed e-barzh – hag a-enep kammimplij galloudoù ar Stad. « Gwellañ gouarnamant ar bed eo an hini a c'houarn an nebeutañ », emezañ ; e [[1847]] e voe bac'het pa nac'has paeañ tailhoù en abeg da [[Brezel Mec'hiko|Vrezel Mec'hiko]] ([[1846]]-[[1848]]). E [[1849]] ez embannas skrid ur brezegenn anvet "Harz ouzh gouarnamant keodedel 1849", a voe anavezet er bed a-bezh e [[1866]] dindan an talbenn "A-zivout an dever a zisentidigezh keodedel".<ref>Henry David Thoreau (1849), ''On the Duty of Civil Disobedience'', en ''Civil Disobedience, and Other Essays'', Dover Publications, 2011, ISBN 978-0-486-27563-5 {{en}}
''La désobéissance civile'', Mille-et-une nuits, 1991, ISBN 978-2-84205-062-7 {{fr}}</ref>.