Anne Parsons : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
En 1760 e oa kourtizanez a renk uhel gant tud eus an noblañs, hag en o zouez kont Shelburne, Arnold Nesbitt, ha Richard Rigby.
 
In 1764, he doe un darempred gant [[Augustus FitzRoy]], 3e Dug GraftoGrafton, pa oa dougerez e bried [[Anne FitzPatrick]]; FitzRoy a viras Anne Parsons en e di, e kêr, hag a gase anezhi gantañ d'ar [[c'hoarigandi]]. Kement-se a feuke ar gevredigezh vat. Chom a reas e ti an Dug e 1765 pa voe anvet an dug da Sekretour stad.
 
E 1767 e teuas an Dug da vout Kentañ ministr hag Anne a voe ken bras he levezon evel hini e bried. Richard Rigby a ouias implij al levezon-se evit treiñ an dud a-enep pried an Dug. Mont a reas an teodoù en-dro adarre pa voe gouvezet e oa dougerez an dugez diwar oberoù he serc'heg, Kont Upper Ossory. Torret e voe eured an Duged e 1769. Anne Parsons a c'hallje bezañ bet pried ar C'hentañ ministr panevet e voe diskuliet e oa-hi krog da zaremprediñ [[John Sackville, 3e Dug Dorset]].