Fungi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|en}} (4), {{Link GA|de}} (2) using AWB (10902)
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
Astenn
Linenn 1:
{|class="infobox" cellspacing="2" style="width:auto; font-size:95%;"
[[Restr:Fungi Diversity.jpg|thumb|300px|dehou]]
!colspan="2" style="background-image:linear-gradient(to right, #87555e, #ccc); color:#fbe8b0;"|
[[Restr:Twemoji 1f344.svg|32px]]
Fungi
Ar '''Fungi''' (unander: '''Fungus'''), pe '''foue''', a ya d'ober ur [[riezad]] e [[bevoniezh]]. Enni e kaver ar [[kabell-touseg|c'hebell-touseg]], al [[loued]], hag ar [[goell]].
|-align="center
|colspan="2"|
<imagemap>
File:Fungi collage.jpg|250px
rect 10 10 480 560 [[Amanita muscaria tyndrum]]
rect 510 10 1210 560 [[Sarcoscypha coccinea]]
rect 10 590 370 1050 [[Aspergillus fumigatus]]
rect 400 590 830 1050 [[Spizellomycete]]
rect 860 590 1210 1050 [[Bara louedet]]
</imagemap>
'''Foue''' a bep doare
• ''Bukit war pep skeudenn''

|-bgcolor="#e1e1e1"
!colspan="2"|[[Rummouriezh (bevoniezh)|Rummatadur klasel]]

|'''[[Damani (bevoniezh)|Damani]]'''||[[Eukariot|Eukariota]]

|'''Isdamanioù'''||[[Amorphea]]
[[Opisthokont]]
[[Holomycota]]
Zoosporia

|'''[[Riezad]]'''||'''[[Fungi]]''' [[Carl von Linné|Linnaeus]] ([[1753]]),
[[Friedrich Gottlieb Bartling|Bartl.]] ([[1830]]), [[Royall T. Moore|R. T. Moore]] ([[1980]])

|colspan="2"|

|'''Heñvelsterioù'''||• ''Mycota'' [[Constantine John Alexopoulos|Alexop.]], [[1962]]
|-align="center" style="background-color:#ffffe0;"
|colspan="2" style="border:1px solid #87555e;"|D'ar [[bevoniezh|vevoniezh]]
[[Restr:AlphaHelixSection (yellow).svg|24px]][[Restr:Kantarell, Iduns kokbok.jpg|22px]][[Image:Symbole-Zoo.png|24px]]
e tenn ar pennad-mañ.

'''Foue''' <ref>Anv-stroll ; ''foueenn'' eo an unanderenn.</ref> ar ra ar [[bevoniezh|vevoniourien]] eus ar boudoù a ya d'ober ar [[riezad]] ''Fungi'' en [[damani (bevoniezh)|damani]] anvet [[Eukariot|Eukariota]]. <ref>Ar [[foueoniezh]] eo ar skourr eus ar vevoniezh hag a bed gant ar foue.</ref>

Ledan-meurbet eo ar riezad-se, pa gaver enni ar [[goell]], al [[loued]]où, hag ar bonedegoù ''(Boletus sp.)'' a zebromp. Foue unkelligek zo, lod all zo bras-kenañ. Meur a zoare kelc'hiad bevañ zo dezho, meur a stumm ha meur a endro. Hervez ar skiantourien ez eus etre 2,2 ha 3,8 milmilion a spesadoù er riezad. <ref>{{en}} Joseph Heitman & all : ''The Fungal Kingdom'', ASM Press, 2017 {{ISBN|978-1-55581-957-6}}</ref> Nevez zo ez eo bet adsavet rummadur [[filogeniezh|filogenetek]] riezad ar foue, a zo rannet bremañ en 1 isriezad, 7 [[skourrad]] ha 10 iskourrad ; war-dro 120 000 spesad zo bet deskrivet betek-henn.

Disrann diouzh hini al [[loen]]ed ha hini ar [[plant]] eo riezad ar foue, abalamour d'ar c'hitin (un doare glukoz) a zo e speurennoù o [[kellig]]où evel en [[ezrelegenn]] an [[amprevan]]ed hag ar [[kresteneged|c'hresteneged]].

Ar fungus a zo evel ur wezenn dindan an douar hag a c'han diwarnañ an [[tog-touseg|togoù-touseged]].
Evel al loened e kavont o boued dre lonkañ molekulennoù a zileizhont dre [[enzim]]où a strewont tro-dro dezho, ha neket dre [[luc'hgenaoz]] evel ar plant. Evel ar plant avat, ne fiñvont ket. Kas a reont spor dre avel pe zour evit gouennañ. Ar foue eo a zispeur an darn vrasañ eus an organegoù marv en natur.

Ar pezh a zo dindan an tog touseg, da skouer, a zo anvet [[miseliom]], bez' en deus un tamm stumm gwriziennoù. Ar fungi a zo unan eus ar c'hwec'h [[riez]]ad, da c'houzout : al [[loen]]ed, ar [[plant]], ar fungi, ar [[bakteri]], an [[archaea]] hag ar [[protista]]. Al loened, ar plantoù hag ar fungi a zo dispartiet diouzh ar bakteri.
Abalamour da gement-se ha da berzhioù all ez eo bet renket ar foue en ur strollad boudoù anvet ''Eumycota'' (foue gwir) hag o deus un hendad boutin dezho ; gwechall e veze renket ar foue gant ar plant, hogen abaoe diorroadur ar [[genetik]] e ouzer ez int tostoc'h d'al loened.

Er bed a-bezh e kaver foue, met kuzh eo an darn vuiañ anezho dre ma'z int bihan ha ma vevont kuzhet en douar pe en organegoù marv. Kalz anezho zo kedvevat, da lavarout eo e kenvevont gant plant, loened pe foue all ; lod zo arvevat ouzh boudoù all. Ar pezh a welomp anezho eo o frouezh, a anvomp "loued", "kebell-touseg", "togoù-touseg" hag all.
Studi ar foue eo ar [[foueoniezh]], pe ''Mikologiezh''.

Diwar foue e farder kement boued a lakaer da c'hoiñ : [[bara]], [[bier]], [[gwin]] ha lipig [[soja]], da skouer. Diwarno ivez e vez kenderc'het [[antibiotik|bevastalerioù]], [[dilastezer]]ioù ha [[skurier]]ioù.

Lod foue zo ker pistrius ma c'hallont lazhañ un den, lod all a lakaer da zrammoù abalamour d'o ferzhioù bredwezher, lod all c'hoazh a c'hall diskar traezoù ha savadurioù.
==Doareoù pennañ==
{|class="infobox" style="font-size:90%; text-align:center;"
|[[File:Omphalotus nidiformis Binnamittalong 2 email.jpg|250px]]
''Omphalotus nidiformis'' war an deiz

|[[File:Omphalotus nidiformis lawson lightoff email.jpg|250px]]
''Omphalotus nidiformis'' diouzh noz

A-raok ma vefe gouest mab-den da zielfennañ an [[Trenkenn dezoksiribonukleek|TDN]] e veze renket ar foue gant ar plant, evit meur a abeg : chom a reont el lec'h ma vevont, en douar e kreskont peurliesañ, hag e frouezhont.

Hiziv e ouzer e tiforc'has ar foue diouzh ar plant hag al loened en [[Neoproterozoeg]], da lavarout eo war-dro ur milmilion a vloavezhioù zo. Lod eus o doareoù zo kar da re organegi all ha lod all zo dibar dezho, ar pezh o disrann diouzh ar riezadoù all.

Setu amañ un nebeud eus ar perzhioù-se.
;Doareoù boutin
*Gant eukarioted all : speurennek eo o c'helligoù ; [[kromozom]]où o deus ; TDN o deus.
*Gant al loened : n'o deus [[kloroplast]] ebet ; [[Heterotrofiezh|heterotrofek]] int.
*Gant ar plant: speurennek eo o c'helligoù ; vakuolennoù o deus ; gouennañ a reont koulz en un doare [[revelezh|revel]] hag anrevel ; spor a genderc'hont ; haploidel eo o nukleusoù.
*Gant lod [[bakteri]] : [[bevenaoz]], e lod foue (em em voueta a reont dre dreuzfurmiñ organegoù all).
*Gant lod plant ha loened : [[bevdreluc'hañ]] (tremen 70 spesad foue a daol gouloù en deñvalijenn).
;Doareoù dibar
*Lod spesadoù a gresk e stumm goell hag a ouenn dre vroñsañ pe emrannañ ; lod all zo unkellgig met a c'hall kemer ur framm neudennek mar kemm o endro.
*Glukan ha kitin a ya d'ober speurennoù keligoù ar foue, pa n'eus nemet glukan er plant ha kitin e lod loened ; n'eus kelluloz ebet er foue.
[[File:Hyphae.JPG|thumb|upright=1.1|"Gwirioù" foue]]
*Ne c'hall ket ar foue treuzkas dour ha bouedennoù betek pell ; lod anezho neuze a gas un doare gwizioù evit bastañ d'o ezhommoù.
==Annezva==
Er bed a-bezh ez eus foue, betek en [[dezherzh]]ioù, strad ar morioù, al lec'hioù [[holen|sall]]-meurbet hag ar re a zo skinataet. Lod o deus dreistbevet er skinoù [[uslimestra]] hag er skinoù kosmek. <ref>{{en}} [https://www.ncbi.nlm.nih.gov/pubmed/17630840 ''National Center for Biotechnology in Information'']</ref>

War an douar e vev ar pep muiañ eus ar foue, hogen lod a vev en douar hag en dour, pe en dour hepken.
==Skeudennaoueg==
Setu amañ un nebeudig spesadoùfoue, renket dre c'henadoù.
*''Bukit war ur skeudenn dawelout he alc'hwez''.
<gallery mode="packed-hover" heights="150px" style="width:79%;">
Flaschenstäubling.jpg|Agaricaceae
''Lycoperdon perlatum''
Amanita muscaria UK.JPG|Amanitaceae
''Amanita muscaria''
Hydnellum ferrugineum 59267.jpg|Bankeraceae
''Hydnellum ferrugineum''
Schoenfussroehrling.jpg|Boletaceae
''Boletus calopus''
Chanterelle Cantharellus cibarius.jpg|Cantharellaceae
''Cantharellus cibarius''
Clavulinopsis corallinorosacea.jpg|Clavariaceae
''Clavulinopsis corallinorosacea''
Cortinarius archeri.jpg|Cortinariaceae
''Cortinarius archeri''
Elaphocordyceps ophioglossoides - Lindsey 2.jpg|Geoglossaceae
'''Geoglossum umbratile'
Bisporella citrina 59079.jpg|Helotiaceae
''Bisporella citrina''
Lacc.lacc.jpg|Hydnangiaceae
''Laccaria laccata''
Leotia viscosa 57215.jpg|Leotiaceae
''Leotia viscosa''
2011-04-30 Morchella esculenta.jpg|Morchellaceae
''Morchella esculenta''
Mycena interrupta.jpg|Mycenaceae
''Mycena interrupta''
Rhodotus palmatus2.jpg|Physalacriaceae
''Rhodotus palmatus''
Stumpfungus.jpg|Polyporaceae
''Trametes versicolor''
Pterula.subulata.-.lindsey.jpg|Pterulaceae
''Pterula subulata''
Aleuria aurantia.JPG|Pyronemataceae
''Aleuria aurantia''
Suillus grevillei2.JPG|Suillaceae
''Suillus grevillei''
</gallery>

==Notennoù==
{{Daveoù}}
[[Rummad:Fungi]]