Kenrouedad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Istor: replaced: f e → f e using AWB
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
→‎Istor: Maouezed
Linenn 33:

== Istor ==
* Pennad dre ar munud : [[Istor ar Genrouedad]].
An notennoù a oa bet skrivet e miz Gouere [[1962]] gant Joseph Carl Robnett Licklider ([[1915]]-[[1990]]), eus ''Massachusetts Institute of Technology'' (MIT) eo an testennoù koshañ zo anezho. Licklider a zeskrive enno an etregweredoù sokial a c'hallje bezañ gant ur rouedad urzhiataerioù. Rankout a rae aesaat ar c'hehentiñ etre klaskerien an ''Defense Advanced Research Projects Agency'' (DARPA) dreist-holl.

E miz Here 1962 e oa deuet Licklider da vezañ e penn ar raktres enklask en urzhiataerzh eus an DARPA. Kendrec'hiñ a reas e warlerc'hidi Ivan Edward Sutherland (* 1938) ha Robert William "Bob" Taylor (* [[1932]]), kerkoulz hag enklasker ar MIT Lawrence G. Roberts (* [[1937]]), pa lavaras dezho e oa talvoudus ar rouedadoù stlennegel.
Linenn 68 ⟶ 67:

E miz Genver [[1992]] e voe krouet an ''Internet Society'' (ISOC) gant ar pal brudañ ha kenurzhiañ an diorroadurioù war ar Genrouedad. Er bloavezh [[1993]] e voe krouet ar merdeer Web kentañ, a embrege ar skridoù hag ar skeudennoù : ''WorldWideWeb'' e oa e anv orin, kent bezañ adanvet ''Nexus'' evit abegoù anat. E-pad ar bloavezh-se e oa bet leuriet ur gompagnunezh gant an ''National Science Foundation'' (NSF) evit enrollañ an anvioù domani.
===Hag ar maouezed ?===
Atav e vez meneget gwazed en Istor an Internet, hogen pouezus-kenañ e voe perzh ar maouezed e ganedigezh ar stlenneg hag ar Genrouedad.

A-raok an [[Eil Brezel-bed]] e veze gopret kalz maouezed barrek war ar matematikoù da vezañ « urzhiataerezed », a oa karget da ober ar jenadennoù kemplezh a vez graet gant urzhiataerioù hiziv.

Gant kompoderioù e labourent, ha peogwir e veze gwerzhet an ardivikoù-se hep tamm notennig teknikel ebet e rankjont en em zibab evit o frogrammiñ. War ur renk izel e vezent lakaet, a-live gant ar sekretourezed ha merc'hed ar [[pellgomz]].

P'o devoa diluziet ar c'hudennoù ha kaset ar stlenneg war-raok a-gammedoù divent e rankjont lezel o c'hadorioù d'ar wazed. <ref>EVANS, Claire L. : ''Broad Band – The Untold Story of the Women Who Made the Internet'', Portfolio, 2019 {{ISBN|978-0-7352-1175-9}}</ref>

Setu amañ ar re anavezetañ anezho.
*Ar vatematikourez ha stlennourez [[Ada Lovelace|Ada King, kontez Lovelace]] ([[1815]]–[[1852]]) e voe kroueerez an [[algoritm]] kentañ e [[1843]] evit jediñ niveroù ar matematikour [[suis]] [[Jacob Bernouilli]] ([[1654]]–[[1705]]) dre un ardivink, ar pezh a dalv e voe Ada Lovelace an den kentañ a savas ur programm en Istor ar stlenneg. Biskoazh ne voe savet an ardivink-se, ha biken neuze ne voe amprouet he labour.

:E [[1953]] e voe adembannet he notennoù <ref>[https://archive.org/details/fasterthanthough00bvbo ''Faster Than Thought – A Symposium on Digital Computing Machines'']</ref>, hag anavezet e voe raktres A. Lovelace evel patrom kentañ un urzhiataer hag e [[reizhiad korvoiñ]].

:En he notennoù labour e pouezas ar stlennourez war an diforc'h etre ur c'hompoder hag he raktres : pa ne c'hall ar c'hompoder nemet ober jedadennoù e c'hellje he ardivink bezañ programmet da seveniñ kefridioù kemplezh pe gemplezhekoc'h, betek bout gouest da aozañ [[sonerezh klasel]]. Ar pezh a gomprenas A. Lovelace eo e c'hall un urzhiataer labourat dreist tachenn an niveroù, mar lakaer an niver-mañ-niver da glotañ gant un notenn sonerezh, ul lizherenn, forzh pe arouez — dres ar pezh a ra an ardivinkoù arnevez.
*An admiralez ha stlennourez [[Grace Hopper]] ([[1906]]–[[1992]]) a voe renerez diorroadur ar programmiñ en embregerezh a savas an urzhiataer kenwerzhel kentañ, an UNIVAC I ''(UNIversal Automatic Computer I)'' e [[1951]]. Hi eo a ijinas krouiñ ur [[Yezh programmiñ|yezh]] nevez, evit programmiñ e [[saozneg]] ; e-pad tri bloaz e rankas stourm, peogwir e veze lavaret dezhi e oa dic'hallus ober kement-se rak ar c'hompoderioù ne ouient ket saozneg. Dont a reas a-benn da lakaat an ardinvinkoù da dreiñ saozneg e boneg dre he yezh anvet FLOW-MATIC ([[1955]]), ar pezh a voe deroù ar yezh programmiñ [[COBOL]] ([[1959]]). Ur vaouez all, ar stlennourez [[Jean E. Sammet]] ([[1928]]–[[2017]]), a gemeras ur perzh pouezus e diorroadur ar yezh COBOL.
*An aktourez hag ijinourez [[Hedy Lamarr]] ([[1914]]–[[2000]]) a ziorroas ur reizhiad da bellvleinañ torpedennoù ar [[Kevredidi an Eil Brezel-bed|Gevredidi]] dre skinoù na c'hellent ket bezañ brellet gant nerzhioù an [[Ahel Roma-Berlin-Tokyo|Ahel]] ; er [[bloavezhioù 1960]] e voe degemeret he reizhiad gant an [[United States Navy|US Navy]]. Arveret eo c'hoazh hiziv en teknologiezhioù [[Bluetooth]] ha [[Wi-Fi]].
*Ar stlennourez [[Margaret Hamilton]] (*[[1936]]) a voe renerez rann an Diorren [[Meziant]]où en [[Massachusetts Institute of Technology|MIT]] ; sevel a reas meziantoù a voe staliet e bourzh listri ar [[programm Apollo]].
<gallery mode="packed" heights="200px" style="margin-top:20px;>
Ada Lovelace portrait circa 1840.jpg|Ada Lovelace (''c.'' 1840)
Commodore Grace M. Hopper, USN (covered) head and shoulders crop.jpg|Grace Hopper (1984)
Hedy Lamarr Publicity Photo for The Heavenly Body 1944.jpg|Hedy Lamarr (1944)
Margaret Hamilton 1995.jpg|Margaret Hamilton (1995)
</gallery>
*'''Evit gouzout hiroc'h :''' [https://web.archive.org/web/20080309214223/http://www.awc-hq.org/lovelace/1989.htm ''Association for Women in Computing''].

== Gouarn ==