Azteked : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎An Istor: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|ast}} (2), {{Link GA|lt}} using AWB (10902)
→‎Ar gevredigezh: Reizhet em eus ar yezh (chomet digemm abaoe 2008 !)
Linenn 5:
Pa oa en Azteked ur meuriadig chichimek e oa ar gevredigezh simpl-tre, met da vare ma oa deuet ar Spagnoled (XVIvet) e oa deuet renkoù ar boblañs luziet mat (met termenet gwelloc'h).

{|class="wikitable" width="800px" style="text-align:center; font-family:Papyrus; font-size:1.3em;"
[[Restr:Taolenn_kevredigezh.jpg‎]]

|1||An Tlatoni||align="left"|An impalaer aztek e oa an Tlatoni. Ren a rae war pep tra, daoust dezhañ bout kelc'hiet gant pevar c'huzul (gouarnamant ha justis, ekonomiezh, brezel ha sonerezh).
Den n'en doa gwir da sellout outañ en e zaoulagad. Lesanvet e veze "an Hini a gomz" peogwir e kare an Azteked ar prezegennoù brav.

|2||An Tetecuhtin
hag ar Veleien||align="left"|An aotrouien e oa an Tetecuhtin en urzhaz aztek.

|3||Ar Pochteca
hag ar Vrezelourien||align="left"|Ar varc'hadourien binvidik e oa ar Pochteca, setu perak o deveze ur renk uheloc'hik er gevredigezh.
Bez' e oa ivez ar Vrezelourien, a oa karget da zifenn kêr ha da enebiñ ouzh ar c'hêrioù all.

|4||An Tolteca||align="left"|An artizaned hag ar varc'hadourien baouroc'h eget ar Pochteca e oa an Tolteca.

|5||Ar Macehualtin||align="left"|Al labourerien ordinal hag ar gouerien e oa ar Macehualtin.

|6||An Tlamaitl
ha Tlatlacotin||align="left"|Ar gouerien dizouar e oa an Tlamaitl, staget e vezent ouzh un dachenn ha na oa ket dezho. Pa veze gwerzhet an dachenn e vezent gwerzhet ganti. Disheñvel diouzh hini served Europa e oa o stad avat, pa ne vezent ket anerius ha pa ne baeent ket tailhoù.
Sklaved e oa an Tlatlacotin. Doujetoc'h e vezent eget re Europa, ha kastizet e veze pep direizhder en o c'heñver. En o frankiz e veze o bugale. Aotreet e veze an Tlatlacotin da berc'hennañ sklaved ivez, hag aotreet e vezent d'en em werzhañ.

== Ar sport meur : ar belotenn pe c’hoari ar Tlachtli ==