C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 67:
====Adsav====
 
Ar rummadoù o doa trawalc'h a izili er [[Stadoù-Unanet]] hag e [[Palestina]] e [[1945]] a zo chomet bev. Gwan-tre er penn kentañ o deus gellet adsevel en un daredoare marzhus. Stag eo an adsav-se eus ur c'hresk demografek bras en diabarzh (kalz familhoù o deus etre 7 ha 10 bugel) hag eus ul labour start graet gant strolladoù zo (al Loubavitch peurgetket) e-touez ar c'humuniezhioù Yuzev evit dedennañ tud.
 
Kavout a reer hiziv C'hasided e tost pep kumuniezh Yuzev met dreist-holl er [[Stadoù-Unanet]] hag en [[Israel]].
Linenn 74:
 
* en em zispartiañ diouzh peurrest ar gevredigezh (o skolioù, o stalioù o deus) betek kaout karterioù ispisial serret a-wechoù da vare ar sabad ha gwiskamantoù dezho ;
* ur relijiusted kreñv spontus. En Israel e vez arc'hantaouet ar yechivot (lec'hioù studi) gant ar Stad. A-drugarez da se e c'hell un darn vras a C'hasided (paotred nemetken) studiañ an Talmud a-hed o buhez hep kaout ul labour gopret. N'eo ket heñvel e lec'h all ;
* un darempred dibar gant ar [[sionouriezh]] o vont eus un enebiezh start (niver bihan-tre) betek ur sell pozitivel (bihan-niver) o tremen dre un neptuegezh abegus (brasañ niver). Un c'hoarvoud ispisial e bed politikel Israel.
 
Linenn 94:
E-keñver modernelezh teknel e tegemeront ar pezh na ya ket enep lezennoù ar relijion met nac'h a reont traoù all evel ar skinwel.
 
Disfiz bras a chom en o zouez e-keñver ar sionouriezh (distrujet en deus Doue Israel a abalamour d'e bec'hedoù, adsavet e vo Israel gant Doue dre hanterouriezh ar Mesiaz, klask ober hep ar Mesiaz a zo pec'hed bras, mont enep youl Doue) daoust da gemmoù zo. Strolladoù evel al Loubavitch a zo troet kentoc'h a-du (hep lavarout ez int sionourien o-unan koulskoude) pa chom ur bihan niver enep-krenn evel C'hasided Satmar ezel an Edah Haredit a c'houlenn ma vo distrujet Israel.
 
Pa c'hellont e vevont e karterioù dezho evit gellout bevañ evel ma fell dezho hep re a zarempred gant ar bed diavaez.
 
Mirout a ra o c'helennadurezh ur plas er yuzevegezh a-vremañ.
 
 
====Mammennoù====