Wikipedia:Poull-traezh : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Tikedenn : Erlerc'hiet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{| class="infobox" style="font-size:0.9em;"
{{Patrom:Poull-traezh}}
|-style="font-size:1.5em;"
{{Infobox/Titl|Zsa Zsa Gábor|000|talbenn film|fff}}
|-align="center"
|colspan="2"|[[File:Zsa Zsa Gabor - 1959.jpg|260px]]
'''Zsa Zsa Gábor''' e 1959
|'''Ganedigezh'''||Gábor Sári
[[6 C'hwevrer]] [[1917]]
[[Budapest]]
{{Aostria-Hungaria}}
|colspan="2"|
|'''Marv'''||[[8 Kerzu]] [[2016]]
[[Los Angeles]], [[Kalifornia]]
{{SUA}}
|colspan="2"|
|'''Broadelezh'''||[[File:Flag of Hungary.svg|20px|border]] [[Hungaria]]t
[[File:Flag of the United States.svg|20px|border]] [[Stadunanat]]
|colspan="2"|
|'''Micherioù'''||[[Aktourez]]
[[Kaner|Kanerez]]
|colspan="2"|
|'''Respet'''||[[1936]]–[[1997]]
|colspan="2"|
|'''Enorioù'''||• Golden Globe Award ([[1958]])
• Hollywood Walk of Fame
|colspan="2"|
|'''Filmlennadur'''||[[File:IMDB Logo 2016.svg|32px|link=https://www.imdb.com/name/nm0001248/?ref_=fn_al_nm_1]]
[[File:Zsa Zsa Gabor - December Bride, 1958.jpg|thumb|upright=1.15|''Decem Bride'' (1958)]]
'''Zsa Zsa Gábor''' ([[hungareg]] : {{LFE|ˈʒɒʒɒ ˈɡaːbor}}), bet ganet '''Gábor Sári''' <ref>En hungareg e vez lakaet an anv-tiegezh a-raok an anv-bihan.</ref> e [[Budapest]] d'ar [[6 a viz C'hwevrer]] [[1917]] ha marvet e [[Los Angeles]] d'an [[18 a viz Kerzu]] [[2016]], a oa un aktoure, ur ganerez hag ur vondianez [[hungaria]]t ha [[stadunanat]]. Bez' e voe unan eus arouezioù revel meur an {{XXvet kantved}} ; ur steredenn zo bet deroet dezhi en ''Hollywood Walk of Fame''.
Goude bezañ bet ''Miss Hungary'' e [[1936]], da 19 vloaz, e tivroas e [[1941]] da [[Stadoù-Unanet Amerika]]. Eno e voe brudet dre he c'hened, he donezonoù micherel hag he dimezioù niverus.
Al lesanv Zsazsa zo bet roet da Sári war-lerc'h an aktourez ha kanerez hungariat Fedák Sári ([[1879]]–[[1955]]), abalamour ma ne c'helle ket he merc'hig distagañ he anv-bihan.
E [[2002]] e voe damseizet a-c'houde ur gwallzarvoud karr ; daou wallzarvoud gwazhienn empenn (GGE) a c'houzañvas etre [[2005]] ha [[2007]] ; e [[2011]] e voe ret he dic'hariñ en tu dehoù da heul ur poread. Tost da 100 vloaz e oa pa varvas.
==Buhez==
Eil bugel un tiegezh bourc'hizien [[yuzev]] e oa Sári, merc'h d'ar marc'hadour ha soudard Gábor (ez-Grün) Vilmos Farkas ([[1881]]-[[1962]]) ha d'e wreg Tillerman "Jolie" Janka ([[1896]]-[[1997]]), a zimezas gant ar c'hont Edmund de Szigethyhez goude marv he fried kentañ.
Daou vreur he devoa Sári, ha div c'hoar a voe brudet ivez er sinema, Magda ([[1915]]-[[1997]]) hag Éva ([[1919]]–[[1995]]), ar c'hoarezed Gábor. En abeg d'o c'hened ha d'o buhez direol e Budapest e voe brudet an teir c'hoar ivez.
En ur skol-lojañ e [[Suis]] e studias Sári kent dimeziñ e [[1935]], da 18 vloaz, gant an diplomat turk Burhan Asaf Belge ; bloaz goude e voe Miss Hungary 1936 hag e krogas he respet. Kentañ gwech ma voe war ul leurenn e voe er bloaz-se end-eeun, pa ganas en [[Aostria]] en operetenn ''Der singende Traum'' e-kichen an tenor meur Richard Tauber ([[1891]]–[[1948]]) e [[Wien]].
E 1941 e torras-hi he dimez evit mont da [[Hollywood]] da heul he breudeur. Eno e labouras evel aktourez (er [[sinema]] adalek [[1952]] hag er [[skinwel]] adalek [[1953]]), ha buan e c'hounezas brud abalamour d'he gened, d'he aferioù karantez, d'he gwarzhoù, d'he dimezioù gant milionerien, d'he dispartioù ha d'he harzidigezhioù niverus. Alies e vez keñveriet yaouankiz ZsaZsa ouzh hini [[Paris Hilton]] (* [[1981]]).
;Dimezioù
Nav gwech e timezas Zsa Zsa Gábor.
*Burhan Asaf Belge ([[1899]]–[[1967]] ; dim. 1935-1941), kazetenner ha dipomat [[turk]] ; n'o devoe bugel ebet.
*Conrad Hilton ([[1887]]–[[1979]] ; dim. 1942-[[1947]]), letiour stadunanat ; ur bugel o devoe, an aktourez ha luc'hskeudennerez Francesca Hilton (1947–[[2015]]).
*George Sanders ([[1906]]–[[1972]] ; dim. [[1949]]-[[1954]]), aktour, sonaozour, kaner ha skrivagner [[breizhveuriat]] ; n'o devoe bugel ebet, ha diwezhatoc'h e timezas Sanders gant Magda.
*Herbert Hutner ([[1908]]–[[2008]] ; dim. [[1962]]-[[1966]]), bankour hag advoue ; n'o devoe bugel ebet.
*Joshua S. Cosden, Jr. (dim. 1966-[[1967]]), den a aferioù ; n'o devoe bugel ebet.
*Jack Ryan ([[1926]]–[[1991]] ; dim. [[1975]]-[[1976]]), a ijinas ar poupinelloù Barbie ([[1959]]) ha Chatty Cathy ([[1960]]), hag ar c'hirri bihan Hot Wheels ([[1968]]) ; n'o devoe bugel ebet.
*Michael O’Hara (dim. 1976-[[1982]]), alvokad ; n'o devoe bugel ebet.
*Felipe de Alba (dim. 1982 ; ne badas an dimez nemet un devezh : nullet e voe rak hervez lezenn ne oa ket bet torret c'hoazh an dimez gant M. O'Hara).
*Frédéric Prinz von Anhalt (* Hans Georg Robert Lichtenberg, [[1943]] ; dim. 1986-2016), embreger ; n'o devoe bugel ebet.
:Adalek an dimez-se e voe Zsa Zsa Gábor priñsez von Anhalt ha dugez Saks, hogen mar zo bet lakaet wan an titloù-se gant meur a istourour abalamour ma tle he intañv e ditloù d'e advabadur gant ar briñsez Marie-Auguste von Anhalt ([[1898]]–[[1983]]) e [[1980]], pa oa eñ 37 vloaz.
;Bugale
Zsa Zsa e voe ar vamm nemeti a-douez an teir c'hoar Gábor. En he buhezskrid ''One Lifetime is Not Enough'' <ref>''Op. cit.''</ref> e tisklêrias e oa bet brazez goude bezañ bet gwallet gant Conrad Hilton ; goude an disparti e c'hanas o merc'h Francesca. E 2005, mamm Conrad Hilton a damallas d'he ez-gouhez bezañ laeret, ha kontet gevier dirak al lezvarn ; prosez a voe graet e-pad dek vloaz evit ma vije fiziet Francesca (58 vloaz d'ar mare) e familh he zad, hogen paouezet e voe gant ar c'heisiadurioù a-c'houde he marv d'ar [[5 a viz Genver]] 2015.
;Kozhni
D'ar [[27 a viz Du]] 2002 e c'houzañvas Zsa Zsa Gábor, 87 vloaz, ur gwallzarvoud karr e Los Angeles hag e kouezhas e koma betek miz Genver [[2003]] ; da heul kement-se e rankas bout prederiet betek diwezh he buhez. Klemm a savas, prosez a voe, ha daou vilion a zollaroù a yeas ganti.
E miz Kerzu [[2004]] e klaskas en em lazhañ dre hunwezherioù, met saveteet e voe gant he fried.
D'ar [[7 a viz Gouere]] 2005 e c'houzañvas an aktourez ur GGE ; sizhun goude e voe lezet da vont kuit eus an ospital.
D'ar [[17 a viz Gouere]] [[2010]], d'an oad a 93 vloaz, e torras he lez dehoù goude bout kouezhet ; un eil GGE a c'hoarvezas e-kerzh an oberatadenn en ospital. E miz Eost e voe adkaset di peogwir e hañvale bezañ war he zalaroù ; nac'hañ a reas ma vije oberataet he lez un eil gwech, met ne guitaas an ospital nemet d'an [[3 a viz Gwengolo]].
D'ar [[14 a viz Genver]] [[2011]] e voe ret troc'hañ he gar dehoù a-us he fenn-glin en abeg d'ur poradur <ref>{{en}} [http://newsroom.ucla.edu/releases/ucla-statement-on-zsa-zsa-gabor-190931?link_page_rss=190931 Danevell an ospital]</ref>. D'an [[30 a viz Meurzh]] 2011 e voe kaset d'an ospital adarre abalamour m'he devoa paouezet da analat, ken skoet e oa chomet gant marv he mignonez vras [[Elizabeth Taylor]] sizhun a-raok. Abalamour da gement-se ne voe biskoazh kemennet dezhi marv he merc'h Francesca e 2015. Adalek 2011 betek he marv e voe Zsa Zsa Gábor skoazellet evit analañ.
Daou zevezh goude he 99{{vet}} deiz-ha-bloaz, d'an [[8 a viz C'hwevrer]] [[2016]], e voe klañvdiet en abeg d'ur porad en he skevent devoudet gant he skoazell-analañ. Daou viz goude e c'houlennas bezañ kaset da Hungaria da vervel eno goude he 100{{vet}} deiz-ha-bloaz, met d'an 18 a viz Kerzu 2016 e paouezas he c'halon da dalmiñ e-kerzh ur prantad koma ma c'houzañvas un trede GGE.
D'an [[30 a viz Kerzu]] e voe beziet e bered Westwood Village Memorial Park, Los Angeles, e-kichen he c'hoar Éva.
==Respet==
Buan e voe lakaet Zsa Zsa Gábor da aktourez en Hollywood abalamour d'he stil [[europat]]. Adalek ar film ''Moulin Rouge'' sevenet gant John Huston e 1952 e loc'has he respet er sinema, gant rolloù brudet evel e ''Lilli'' Charles Walters (1953) ha ''Touch of Evil'' Orson Welles (1958).
E 79 film er sinema hag er skinwel he deus c'hoariet Zsa Zsa Gábor; ouzhpenn, c'hoariet he deus he roll e 177 stirad skinwel ha teulfilm.
*Gwelout he filmlennadur klok e [[saozneg]] en [[File:IMDB Logo 2016.svg|32px|link=https://www.imdb.com/name/nm0001248/?ref_=fn_al_nm_1]] ''Internet Movie Database''.
==Enorioù==
*1958 : ''Golden Globe Awards (Special Achievement Award : Most Glamorous Actress)''
*He steredenn en Hollywood Walk of Fame (he c'hoar Éva he deus unan ivez).
==Arroudoù==
*« Biskoazh ne'm eus argarzhet ur gwaz a-walc'h betek daskor e ziamantoù dezhañ. » — ''The Observer'', 28 Eost 1957.
*« Evel an tan eo ar priedoù : mont a reont kuit pa ne vez ket graet war o zro. » — ''Newsweek'', 28 Meurzh 1960.
*« Diechu e vez ar wazed amourous keit ha ma n'int ket dimezet. Da neuze ez eo echu ganto. » — ''Newsweek'', 28 Meurzh 1960.
*« Me 'oar mirout un tiegezh. Bewech ma kuitaan ur gwaz e viran e di. » — ''How to Catch a Man, Keep a Man, and Get Rid of a Man'', Doubleday, 1970 {{ISBN|978-0-385-01658-2}}
==Levrlennadur==
*GÁBOR, Zsa Zsa & FRANK, Gerold (1960) : ''My Story'', Kessinger, 2010 {{ISBN|978-1-163-82173-2}}
*GÁBOR, Zsa Zsa : ''One Lifetime is Not Enough'', Headline Book Publishing, 1992 {{ISBN|978-0-7472-3882-9}}
*BROWN, Peter Harry : ''Such Devoted Sisters — Those Fabulous Gabors'', Isis, 1987 {{ISBN|978-1-85089-151-2}}
*TURTU, Anthony & REUTER, Donald F. : ''Gaborabilia'', Three Rivers Press, 2001 {{ISBN|978-0-609-80759-0}}
==Liammoù diavaez==
{{Commonscat}}
*{{en}} [https://www.tvguide.com/celebrities/zsa-zsa-gabor/credits/179920/ ''TV Guide'']
*{{en}} [https://www.goldenglobes.com/articles/memoriam-zsa-zsa-gabor-our-most-glamorous-1917-2016 ''Golden Globe Awards'']
==Notennoù==
{{Daveoù}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1917]]
[[Rummad:Marvioù 2016]]
[[Rummad:Aktourezed Hungaria]]
[[Rummad:Rummad:Aktourezed SUA]]