Frañsez Jaffrennou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 31:
E [[Roazhon]] e tapas e aotreegezh war ar gwir, evel e dad, en ur heuliañ kentelioù brezhoneg [[Joseph Loth]], asambles gant [[Pêr ar Rouz]]. Tremen a reas un doktorelezh lennegezh, e brezhoneg, diwar-benn ar barzh ha kaner [[Prosper Proux]]. Bet eo Taldir an den kentañ o skrivañ un dezenn skol-veur e brezhoneg. Er bloaz [[1900]] e savas strollad ar "Studieren Vreton" gant [[Leon ar Berr]]. Er bloaz [[1903]] en doa tapet lakat anaout "[[Bro gozh ma zadoù|Bro Goz ma Zadou]]" da "gan broadel" e kendalc'h [[URB]] (Union Régionaliste Bretonne).
 
Etre an daou vrezel e stourmas Taldir evit ar [[brezhoneg]] hag e klaskas broudañ ar Vretoned da chom stag ouzh o gwrizioù ha hengounioù. Staliet e [[Karaez]] ez eas war ar vicher a varc'hadour gwin. Desevel a reas e vugale e brezhoneg ar pezh a oa dibaot-kaer a-berzh ur bourc'hiz (an hini nemetañ e kêr Garaez e voe oc'h ober kement-se). Sevel a reas ur gelaouenn viziek anvet ''[[Ar Vro (kelaouenn)|Ar Vro]]'', hag ur gazetenn sizhuniek e brezhoneg anvet ''[[Ar Bobl]]'' a oa skignet er [[Poc'hêr]]. Evel un toullad kefredourien vreton eus Emsav brezhonek ar mare-se, levezonet gant emsav [[Kembre]], e oa ezel Taldir eus [[Goursez Vreizh|Goursez]] Breizh, a glaskas kas war-raok. Unan eus ar re gentañ a ziazezas gouelioù breizhek e voe Taldir ivez.
 
D'ar [[1añ a viz Kerzu]] [[1940]] e sinas, a-gevret gant [[Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache|Markiz an Estourbeillon]] ha [[Roparz Hemon]], ur reketig anvet ''Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français'' ("Plased d'ar marichal Pétain, Arlevier ar Stad-C’hall") evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù.<ref>Gw. ''Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved'', ''Levrenn gentañ'', Frañsez Favereau, pajenn 71.</ref>