Elesbed Aostria (1554-1592) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8:
== He buhez ==
Ur veleganez koant-bras e oa, savet er relijion.
E 1570, da 16 vloaz, e timezas d'ar roue gall Charlez IX en iliz [[Mézières]]. E 1571 e voe kurunennet e [[Sant-Denez]] ha degemeret war an ton bras goude e kêr Bariz. Goude-se ne voe ket anv anezhi nemeur. Meur a yezh a gomze, nemet galleg ne rae ket.
E 1572 he doe ur verc'h, [[Marie-Élisabeth de France|Marie-Élisabeth]] ([[1572]]-[[1578]]), hogen mab ebet. E-keit-se e talc'he he fried da zremprediñzaremprediñ e [[serc'h]] [[Marie Touchet]], hag ur mab en doe, [[Charles de Valois-Auvergne]], dug Angoulême, en 1573).
[[File:Elisabeth of Austria Queen of France by Jooris van der Straaten - 1570s .jpg|thumb|left|270px|Elesbed Aostria, en rouanez, ca. 1574.]]
Ne chomas nemet tri bloaz el lez c'hall. Karet e oa dre ma oa dous, koant, ha fur. Meur a yezh a gomze (alamaneg, spagnoleg, italianeg, latin) hogen galleg ne rae ket.