Diforc'hioù etre adstummoù "Kaozeadenn Implijer:Lagad Zoltec"

:A-benn ar fin eo arabat kemmañ titl ar pennad ''Classification phylogénétique du vivant'' peogwir e pled gant ul levr resis, n'eo ket un daolenn ofisiel. Evit gwir, ne'm eus kavet taolenn ofisiel ebet rak ar skiantourien zo o kinnig doareoù all da rummata.
:Krog on memestra da sevel un daolenn, a c'heller gwelout ha kemmañ [[Bevoniezh/Poull-traezh|amañ]]. Deuit 'ta da sikour ! A galon, --[[Implijer:Keritiad|Keritiad]] ([[Kaozeadenn Implijer:Keritiad|kaozeal]]) 14 Ebr 2019 da 15:18 (UTC)
<div style="font-family:Georgia; font-size:1.1em;">
::Salud deoc'h,
::Ma, mennet oc'h da vont war-raok a-dizh, evit doare... Gwir eo, un tamm kenlabour e-lec'h chikan ne raje ket a zroug.
::Div evezhiadenn :
:::• gant levr Lecointre-Le Guyader e klot [[Rummatadur ar beved]] ; [[Rummatadur filogenetek]] a vije gwelloc'h evit ar pennad emeur o klask sevel, nemet e vank ur pennad [[Filogenetek]] da zisplegañ petra eo ar [[Kladouriezh|gladouriezh]]. Diwallit, emaoc'h o vont etre dent ar rodoù ! Mat e vije lakaat [[Implijer:Splujer|Splujer]] er jeu ivez : marteze e oar diouzh an afer, p'en devoa savet ar pennad orin.
:::• dav eo dastum ar roadennoù kent reiñ stumm dezho ; an damani Eukaryota a gemero kalz lec'h zoken mar ne ziskenner ket izeloc'h eget ar skourradoù, buan e vo leuniet ar skramm. E-lec'h skrivañ o anv e c'helljed ginnig lod roadennoù dre livioù/ikonoù + alt + link. Siwazh, sparlet eo CSS ar Wiki, mod all ho pije gallet ober gant carousels, flip-boxes ha pop-ups. Mennozhioù a c'hellfec'h tapout diwar <span style="font-variant:small-caps;">candless</span> David : ''Information is Beautiful'', Collins, 2009 {{ISBN|978-0-00-729466-4}}.
::Gwelet em eus hoc'h eus bitellet un infobox evit [[Rai]] : brav an taol, met c'hwitet un tamm rak diforc'hioù zo etre ar skrammoù, re uhel un tamm eo al logo war ma hini > gwell eo distreiñ d'an doare boutin : lakaat al logo er varrenn evel pa vije skrid.
::Kalon deoc'h ! — [[Implijer:Lagad Zoltec|Lagad Zoltec]] ([[Kaozeadenn Implijer:Lagad Zoltec|kaozeal]]) 16 Ebr 2019 da 06:51 (UTC)
7 387

modifications