Ferrante d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
 
==E vuhez==
Ganet e oa er c'h Castel Capuano, e [[Napoli]]. Pa voe badezet d'ar 7 a viz Here 1477 e voe roet dezhañ anv tad e vamm, ar roue. Giuliano della Rovere e oa e baeron. Savet e voe e lez Aragon, bro orin tiegezh e vamm.<br />
 
=== E lez Charlez VIII ===
Linenn 9:
 
=== Distro da Ferrara ===
E [[1498]] e voe roet dezhañ gant [[Veneziacondotta]] gant [[condottaVenezia]] evit ober brezel da gêr [[Pisa]]. A-gevret gant [[Marco da Martinengo]], [[Gurlino Tombesi]] ha [[Filippo Albanese]], e tifennas Pisa diouzh arme [[Firenze]] betek nevezamzer 1499, quando,pa tornatozistroas ada Ferrara, venneha licenziatotorret dahe lizher gant Venezia.
 
E 1499 ez eas gant e vreur Alfonso da gêr [[Milano]] d'ober anaoudegezh gant ar roue gall [[Loeiz XII]], a oa o paouez aloubiñ [[Lombardia]]. Dle bras a reas Ferrante el lez c'hall ha ne blijas ket nemeur d'ar roue.<ref name=sb />
Linenn 15:
E [[1502]] e voe kaset da [[Ferrara]] da zerc'hel [[Cento (Italia)|Cento]] ha [[Pieve]], a oa bet roet gant ar pab [[Alesant VI]] d'an [[Tiegezh d'Este]].
 
Etre ar vreudeur Este e savas [[tabut]] diwar-benn ur soner, don Rainaldo. Hennezh a servije [[Giulio d'Este]], bastard da Ercole Iañ, met fellout a rae d'ar c'hardinal [[Ippolito d'Este]] e gaout evit e chapel. Ippolito, war-dro dibenn 1504, a deuas da Ferrara abalamour ma oa manet klañv o zad, a skrapas Rainaldo hag a gasas anezhañ da [[Rocca del Gesso]], ur c'hreñvlec'h a oa da [[Giovanni Boiardo]], kont [[Scandiano]]. E miz Mae 1505 e ouias Giulio pelec'h e oa kuzhet an den hag a-gevret gant Ferrante ha tud armet ec'h eas da adkemer ar soner. Ippolito, a oa harp divrall e vreur henañ Alfonso, an dug, ac'h eas da glemm ouzh Alfonso diwar-benn an taol-se hag Alfonso da harluiñ an daou vreur: Ferrante da gêr [[Modena]] ha Giulio da gêr [[Brescello]].<ref name=sb />
 
Pe Lucrezia, pe [[Isabella d'Este]] hag he fried [[Francesco II Gonzaga]] a deuas a-benn da lakaat Alfonso da bardoniñ e vreudeur.<ref name=sb />