Ferrante d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
 
==E vuhez==
Ganet e oa er c'h Castel Capuano, e [[Napoli]]. Pa voe badezet d'ar 7 a viz Here 1477 e voe roet dezhañ anv tad e vamm, ar roue. [[Ferdinando Iañ Naplez]]. Giuliano della Rovere e oa e baeron. Savet e voe e lez Aragon, bro orin tiegezh e vamm.<br />
 
=== E lez Charlez VIII ===
 
E [[1493]] e voe pedet gant e dad da vont da servij ar roue gall [[Charlez VIII ]] e lez Bro-C'hall. Pan eas Charlez da aloubiñ [[Italia]], e tivizas Ferrante leuskel ar C'hallaoued da vont en o hent da-vetek [[Napoli]] ha chom e [[Roma]] da zispign a gelorniadoù ar gwenneien kaset dezhañ bep an amzer gant e dad.<ref name=sb>Sarah Bradford. ''Lucrezia Borgia''. [[Milano]], Mondadori, 2005. ISBN 88-04-55627-7</ref> O welout pegen lezirek e oa e vab e kasas an dug Ercole ul lizher gourdrouz dezhañ, evit e lakaat da ober e seizh gwellañ da servij ar roue ha da blijout dezhañ o vont adarre gant an arme c'hall.<ref name=sb /> Mont a reas ar mab eta d'en em gannañ gant Charlez en [[emgann Fornovo]] ha goude e tistroas d'e heul da Vro-C'hall. E [[1497]] avat e tistroas da [[Italia]] .