Ferrante d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 21:
Iriennañ a reas gant e [[hantervreur]] [[Giulio d'Este]] (1506) a-enep o breur, an dug [[Alfonso Iañ d'Este]]. Meur a wech e klaskjont e lazhañ, met kazeg a rejont bep taol. Tud all a deuas da gemer perzh en irienn, hag en taol-mañ e oa anv da lazhañ ar breur kardinal ouzhpenn an dug. Met ne deuas ket an iriennerien a-benn da gas o mennad da benn-vat, hag al lazherien, a oa da noz o c'hortoz Alfonso e straedoù teñval Ferrara, a c'hwitas war o zaol.
 
Diskuliet e voe an irienn gant spierien o breur kardinal, [[Ippolito d'Este]], ha hennezh, evel-just, a roas keloù d'an dug. Enklask a voe, kablus e voe kavet Giulio ha Ferrante, ha tri den all gante ([[ Albertino V Boschetti]] en o zouez). Tec'hel a c'hallas Giulio, da Mantova, ma voe bac'het gant [[Francesco II Gonzaga]] ha deroet da Alfonso. Kondaonet e voent d'ar marv, met lamaet e voe ar c'hastiz ha bac'het e chomjont e Tour al Leoned. Kemeret e voe o madoù gant an dud da reiñ d'e vignoned.
 
Bac'het e voe Giulio ha Ferrante war urzh o breur henañ Alfonso e 1506, ha chom a reas Ferrante en toull betek e varv, 34 bloaz goude, da 63 bloaz. Gwech ebet ne deuas den d'e welout. Giulio avat a voe dieubet gant e niz [[Alfonso II d'Este]] goude 53 bloavezh er vac'h, d'an oad a 80 vloaz .