Publius Septimius Geta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Mab e oa d'an impalaer [[Septimius Severus]] ha d'e eil pried [[Julia Domna]]. Ur breur henañ en doa, [[Caracalla]], met eñ e oa mooumoun e vamm rak siouloc'h ha poellekoc'h eget e vreur e oa. Ne oa nemet bloaz etreze, met kaz o doa an eil ouzh egile, rakne garent ket ar memes traoù : Caracalla a oa sot gant an arme hag ar brezel, Geta a oa troet gant traoù ar spered, ha plijout a rae d'ar Sened. Caracalla a oa feuls ha kriz, ha Geta dous e zoareoù, ha kizidik, petra bennak ma lavar an istorourien ne oa ket gwell e vuhezegezh.
 
==Plautianus==
[[Plautianus]] a oa un den uhel ha keneil d'an impalaer Septimius Severus, prefed ar pretordi, keneil Geta er gonsuliezh en 203. Septimius Severus a zimezas e vab henañ Caracalla da verc'h Plautianus. Pa glevas Geta e oa Plautianus oc'h iriennañ evit lazhañ Caracalla ez eas Geta da gelaouiñ tad ha breur : ha setu kaset Plautianus kuit, ha muntret war urzh Caracalla en 205, gant asant e dad. Hag enoret Geta gant un delwenn arem war ar forom<ref>{{Ouvrage|langue=français|auteur1=Daguet-Gagey Anne|titre=« C. Fuluius Plautianus, hostis publicus , Rome, 205 – 208 après J.-C. »|passage=66-70|lieu=Paris-Sorbonne|éditeur=presses de l'université Paris-Sorbonne|année=2006|pages totales=715|isbn=2-84050-465-0|lire en ligne=}}</ref>.
 
==Kenimpalaer==