Ketupa flavipes : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
D Kentanv
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 10:
'''''Ketupa flavipes''''' eo anv skiantel un [[toud]]-pesketaer eus ar [[genad]] ''[[Ketupa]]''. Lod eus e berzhioù zo boutin d'ar genad ''[[Bubo]]'', evel e gribelloù-plu hewel, doare e bluñv ha stumm e grabanoù ; disheñvel eo diouzh touded ar genad ''[[Scotopelia]]'', ar [[kaouenn|c'haouenned-pesketaer]] hag a vev en [[Afrika issahara]].
==Doareoù pennañ==
<div style="float:left; width:220px; padding-right:15px;">[[File:Tawny Fish Owl.jpg|200px|''Ketupa flavipes'']]</div>
Evel en holl douded-pesketaer eo bras, a-ispilh ha fuilhet kribelloù-plu ''Ketupa flavipes''. Gell-rous splann eo e bluñv merket-stank gant bandennoù teñval war e zivaskell c'hwezet hag e lost ; un nebeud roudennoù zo war e gof. Melen eo e zaoulagad, gant abrantoù sklaer dindan togoù teñval. Merket eo e zivskoaz gant pluñvennoù arvelen. Dispis eo kantenn e zremm, met merket ez eus un takad arwenn etre e sell ha tro-dro d'e bigos louet. Pluñvek eo an div drederenn eus e bavioù a-us krabanoù louet.
 
Linenn 16:
 
Ur perzh dibar all eo e ya an evn-preizh-se da batouilhat en dourioù bas evit pesketa, padal e chom al laboused pesketaer all hep glebiañ an disterañ tamm eus o c'horf war-bouez o zreid. N'eo ket flour e bluñv, n'en deus ket pluñvennoù tanav par d'ar blev a gaver ouzh an touded all hag a servij dezho da nijal didrouz evit preizhañ. Trouzus eo e nij pa flap e velloù eskell ; peogwir e ya da besketa ne ra van ebet al labous eus an trouz, setu perak ez eo ken dispis bevennoù e zremm rak seul bouezusoc'h ar son evit preizhañ, seul zonoc'h kantenn an dremm.
 
==Boued==
Ul labous-preizh noz eo ''ketupa flavipes'' met gwelet e vez a-wechoù da serr-zoz ha diwezhat en abardaez pa vez koumoulek an amzer. War an deiz e kustum da vorediñ kludet en ul lec'h kuzh, ha diflach e chom pa vez direnket.<br>