Publius Septimius Geta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
==E vuhez==
Mab e oa d'an impalaer [[Septimius Severus]] ha d'e eil pried [[Julia Domna]]. Ur breur henañ en doa, [[Caracalla]], met eñ e oa mooumoun e vamm rak siouloc'h ha poellekoc'h eget e vreur e oa. Ne oa nemet bloaz etreze, met kaz o doa an eil ouzh egile, rakne garent ket ar memes traoù : Caracalla a oa sot gant an arme hag ar brezel, Geta a oa troet gant traoù ar spered, ha plijout a rae d'ar Sened. Caracalla a oa feuls ha kriz, ha Geta dous e zoareoù, ha kizidik, petra bennak ma lavar an istorourien ne oa ket gwell e vuhezegezh.
 
==Brezel e Britannia==
Pan eas an impalaer Septimius Severus d'oberun dro-vrezel da Enez Vreizh e kemeras e zaou vab gantañ evit o fellaat diouzh plijadurezhioù
Roma, ha reiñ tro dezho da anvezout buhez ar soudarded, ha marteze ivez d'o fellaat diouzh fallguzulierien prest da glask gwashaat an enebiezh etrezo, ha da glask skoulmañ gwelloc'h darempredoù dre ar c'henlabour en arme, hag evel-just evit o frientioén da ren war e lerc'h. En 209 e lezas Geta gant e vamm Julia Domna en [[Eboracum]] da c'houarn Britannia inferior tra ma'z eas an impalaer gant Caracalla da sinañ un emglev gant pobloù Kaledonia.
 
==Plautianus==