Publius Septimius Geta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 22:
[[File:Geta Dying in his Mother's Arms by Jacques Pajou - Staatsgalerie - Stuttgart - Germany 2017.jpg|thumb|left|Marv Geta etre divvrec'h e vamm, gant [[Jacques Pajou]], [[Staatsgalerie Stuttgart|Staatsgalerie]], [[Stuttgart]], Alamagn.]]
[[Image:Coin_of_Geta.jpg|thumb|right| [[Denarius]] Geta.]]
E 209, pan eas an impalaer [[Septimius Severus]] d'ober un dro-vrezel da [[Enez Vreizh]] e kemeras e zaou vab gantañ evit o fellaat diouzh plijadurezhioù Roma, ha reiñ tro dezho da anvezout buhez ar soudarded, ha marteze ivez d'o fellaat diouzh fallguzulierien prest da glask gwashaat an enebiezh etrezo, ha da glask skoulmañ gwelloc'h darempredoù dre ar c'henlabour en arme, hag evel-just evit o frientioén da ren war e lerc'h. En 209 e lezas Geta gant e vamm Julia Domna en [[Eboracum]] da c'houarn [[Britannia inferior]] tra ma'z eas gant e vab henañ Caracalla da sinañ un emglev gant pobloù Kaledonia. pa zistrojont ac'hano ez eas yec'hed an impalaer da fall, ma varvas e deroù 211. Ne oa ket deuet a-benn da lakaat e vibien d'en em glevout. P'edo o vervel edo Caracalla oc'h iriennañ a-enep d'e dad ha d'e vreur. En Enez Vvreizh eo e voent anvet da impalaerien o-daou. Hag int da zistreiñ da Roma.
E 211, pan eas an impalaer [[Septimius Severus]] d'ober un dro-vrezel da [[Enez Vreizh]] e kemeras e zaou vab gantañ evit o fellaat diouzh plijadurezhioù
Roma, ha reiñ tro dezho da anvezout buhez ar soudarded, ha marteze ivez d'o fellaat diouzh fallguzulierien prest da glask gwashaat an enebiezh etrezo, ha da glask skoulmañ gwelloc'h darempredoù dre ar c'henlabour en arme, hag evel-just evit o frientioén da ren war e lerc'h. En 209 e lezas Geta gant e vamm Julia Domna en [[Eboracum]] da c'houarn [[Britannia inferior]] tra ma'z eas gant e vab henañ Caracalla da sinañ un emglev gant pobloù Kaledonia. pa zistrojont ac'hano ez eas yec'hed an impalaer da fall, ma varvas. Ne oa ket deuet a-benn da lakaat e vibien d'en em glevout. P'edo o vervel edo Caracalla oc'h iriennañ a-enep d'e dad ha d'e vreur.
 
Koulskoude , pa oa erru an daou vreur ''Augustus'' e penn an imalaeriezh o-daou, e seblantjont en em gevout d'ar c'houlz da rentañ enor d'o zad.
 
==Goude marv an tad==
War o hent da roma e chomjont pell an eil diouzh egile, hep prejañ a-gevret gwech ebet, na kousket er memes ti.
 
Koulskoude e seblantjont en em gevout d'ar c'houlz da rentañ enor d'o zad. Met ren kichen-ha-kichen a oa tra dibosubl. Rannet e oa ar palez e div lodenn ha ne c'houzañve hini ebet anezho gwelout ur servijer d'e vreur en e lodenn-eñ.
 
 
E miz Kerzu 211 e voe drouklazhet Geta war urzh e vreur ma c'hallas ren e-unan.
==Goude marv Geta==