Publius Septimius Geta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
 
==Brezel e Britannia==
[[File:Geta Dying in his Mother's Arms by Jacques Pajou - Staatsgalerie - Stuttgart - Germany 2017.jpg|thumb|left|Marv Geta etre divvrec'h e vamm, gant [[Jacques Pajou]], [[Staatsgalerie Stuttgart|Staatsgalerie]], [[Stuttgart]], Alamagn.]]
[[Image:Coin_of_Geta.jpg|thumb|right| [[Denarius]] Geta.]]
E 209, pan eas an impalaer [[Septimius Severus]] d'ober un dro-vrezel da [[Enez Vreizh]] e kemeras e zaou vab gantañ evit o fellaat diouzh plijadurezhioù Roma, ha reiñ tro dezho da anvezout buhez ar soudarded, ha marteze ivez d'o fellaat diouzh fallguzulierien prest da glask gwashaat an enebiezh etrezo, ha da glask skoulmañ gwelloc'h darempredoù dre ar c'henlabour en arme, hag evel-just evit o frientioén da ren war e lerc'h. En 209 e lezas Geta gant e vamm Julia Domna en [[Eboracum]] da c'houarn [[Britannia inferior]] tra ma'z eas gant e vab henañ Caracalla da sinañ un emglev gant pobloù Kaledonia. pa zistrojont ac'hano ez eas yec'hed an impalaer da fall, ma varvas e deroù 211. Ne oa ket deuet a-benn da lakaat e vibien d'en em glevout. P'edo o vervel edo Caracalla oc'h iriennañ a-enep d'e dad ha d'e vreur. En Enez Vvreizh eo e voent anvet da impalaerien o-daou. Hag int da zistreiñ da Roma.
 
==Goude marv an tad==
[[File:Geta Dying in his Mother's Arms by Jacques Pajou - Staatsgalerie - Stuttgart - Germany 2017.jpg|thumb|left|Marv Geta etre divvrec'h e vamm, gant [[Jacques Pajou]], [[Staatsgalerie Stuttgart|Staatsgalerie]], [[Stuttgart]], Alamagn.]]
War o hent da roma e chomjont pell an eil diouzh egile, hep prejañ a-gevret gwech ebet, na kousket er memes ti<ref>Edward Gibbon, ''The Decline And Fall Of The Roman Empire'', (The Modern Library, 1932), chap. VI., p. 114</ref>.
 
Koulskoude e seblantjont en em gevout d'ar c'houlz da rentañ enor d'o zad. Met ren kichen-ha-kichen a oa tra dibosubl. Rannet e oa ar palez e div lodenn ha ne c'houzañve hini ebet anezho gwelout ur servijer d'e vreur en e lodenn-eñ. N'en em welent nemet dirak o mamm, gant un toullad brav a warded armet, gant aon dalc'hmat da vezañ drouklazhet.<ref>Gibbon, Ibid.</ref>
 
Hervez an istorour Herodian i dije divizet an daou vreur rannañ an impalaeriezh e div hanterenn. Met e dibenn 211 e oa troet fall-tre an traoù.<ref>Herodian, ''History of the Empire from the death of Marcus'', IV., p. 144</ref> Klask a reas Caracalla lazhañ Geta da goulz ar [[Saturnalia]] (17 a viz Kerzu), met tro wenn a reas. A-benn ar fin, d'ar e voe ur vodadeg emglev aozet gant ar vamm en he ranndi. Dont a reas Geta hep e warded, lazhet e voe etre divvrec'h e vamm gant [[kenturion]]ed.<ref>Gibbon, Ibid. p. 115</ref>
 
E miz Kerzu 211Neuze e voe drouklazhet Geta war urzh e vreur ma c'hallas Caracalla ren e-unan.
==Goude marv Geta==
 
==Goude marv Geta==
Caracalla a embannas lezennoù an [[damnatio memoriae]],a voe kaset da benn. ouzhpenn e reas lazhañ harperien e vreur <ref>Gibbon, Ibid.</ref>. Hervez [[Cassius Dio]] e voe lazhet 20,000 a dud en abeg da se.<ref>[[Cassius Dio]], ''Roman History'' [http://penelope.uchicago.edu/Thayer/E/Roman/Texts/Cassius_Dio/78*.html#4]</ref>
 
[[Rummad: impalaerien roman]]