Diforc'hioù etre adstummoù "Mikael an Noblez"

D
 
==Buhez==
Ganet d’an [[29 a viz Gwengolo]] [[1577]], en maner Kerodern, parrez [[Plougerne]], Mikael an Nobletz a oa ar pevare eus 11 bugel. E dad a oa Herve an Nobletz, [[noter]] a-roue, hag e vamm Soaz a Lezgwern.
 
Ober a reas e studi e skolaj an Tadou [[jezuist]], e [[Bourdel]] hag e [[Agen|Ajen]], etre [[1596]] ha [[1606]], ha goude-se c’hoaz e Skol-Veur ar [[Sorbonne]], e [[Pariz]] ; beleget e oe e [[1607]]. Distroet da Blougerne, ec’h en em dennas, e-pad ur bloavez a-bezh, en ur minihi e-noa lakaet sevel e-mesk ar reier, war aod Tremenac’h : eno e renas ur vuhez rust. Ober a reas neuze e zoñj mont da veleg [[misioner]].
548

modifications