Mikael an Noblez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 30:
Da gentañ ez eas da jom e [[Kemper]], ma prenas eno un tamm ti, e karter Douar-an-Dug. Eus Kemper ez ae da brezeg misionoù, er [[Faou]], e [[Konk-Kerne]], [[Gwaien]], hag e [[enez Sun]]. Anvet da berson e [[Meilar]], e roas e zilez un nebeut mizioù goude, evit dont da jom, e miz Mae [[1617]], e [[Douarnenez]], na oa en amzer-se ur c’harter eus parrez [[Ploare]].
 
[[File:014 Le Nobletz taolen 4 Le miroir du monde.JPG|thumb|left|''[[taolennoù|Taolenn]]'' : kartenn eus melezour ar bed. ]]
E-pad daou pe tri bloaz warn-ugent, e kelenn ar c’hatekiz d’an dud fidel ; mont a ra da welet an dud paour hag a re glañv ; lakaad a ra da dalvezout doareoù nevez evit kelenn ; skrivañ a ra [[kantikoù]] brezhoneg. Evit rei brud d’e brezegennoù, e ra diouzh ur c’hiz savet gantañ : livañ [[taolennoù]] war gartenn m’eo treset warno a beb skeudennoù eus ar vuhez. Diwezhatoc’h e vo savet, diwar ar skwer-se, meur ha meur a daolenn ar misionoù.