Taolennoù ar misionoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 11:
Evit reiñ brud d’e brezegennoù, e ra diouzh ur c’hiz savet gantañ : livañ taolennoù m’eo treset warno a beb seurt skeudennoù eus ar vuhez.
 
Da heul taolennoù Mikael an Noblez, e oa testennoù-displegañ, an "disklêriadurioù", d’al laiked da implijout an ostilh-avielañ-se gant strolladoù bihan e [[Douarnenez]] pe e [[Konk-Leon]]. Evit doare, e vije bet lakeet sevel dek kartenn ha tri-ugent gant Mikael an Noblez. Daouzek a zo anezho hiziv c'hoaz (teir anezho zo sinet Allain Lestobec, paotr ar marilhoù e porzh [[Konk-Leon]]), koulz ha div eilskouerenn eus ar memes mare. An holl anezho a zo bet lakaet waewar roll ar monumantoù istorel, ha miret e vezont e [[eskopti Kemper ha Leon]] <ref> "Les douze cartes peintes de dom Michel à l'évêché de Quimper", war [https://diocese-quimper.fr/fr/archives/story/4948/les-douze-cartes-peintes-de-dom-michel-a-l-eveche-de-quimper ''https://diocese-quimper.fr/fr/archives''].</ref>.
 
Diwar ar skouer-se e vo savet diwezhatoc’h gant an Tad [[jezuist]] [[Visant Huby]], ha gant kalz [[beleg|beleien]] all goude-se, meur ha meur a daolenn evit ar misionoù. Adalek ar bloavezhioù [[1670]], e tispleg misionerien [[eskopti Kerne]] d’an dud fidel taolennoù hag a zo disheñvel diouzh re an Noblez, heñvel avat ouzh ar re a implij an Tad Visant Huby hag ar Jezuisted e [[retrejoù Gwened]] « evit a re hag a zo o heuliañ ar retred ha n’ouzont ket lenn ».
Linenn 17:
Diwezhatoc’h, goude an [[Disparc’h Gall]], e servijo an taolennoù da skignañ ur gelennadurezh strishoc’h deus ar relijion gatolik, techet e vo da bouezañ muioc’h war ar [[pec'hed|pec’hedoù]] ha war an [[ifern]], kentoc’h eget war garantez Doue.
 
E dibenn an 19vet kantved, hag e penn-kentañ an 20vet, e voeredvoe ret kreskiñ niver an taolennoù da vezañ kinniget dirak selaouerien ar misionnoùmisionoù, pegwir e oant niverusoc’h- niverusañ. An taolennoù modern zo bet livet war ur pezh lien solut, mat da vezañ rollet aliezalies en-dro d’ur vazh staget war lein al livadurioù, hag a servije war ar memes tro, sur-a-walc’h, da lakaat anezho e pign.
 
==Un nebeud skouerioù==