Kembraeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 30:
''Kembraeg modern'' a reer eus ar yezh implijet abaoe ar {{XVIvet kantved}}. D’ar mare-se e voe embannet ar [[Bibl]], troet e kembraeg gant [[William Morgan]] e [[1588]]. War urzh ar gouarnamant e oa bet troet ar skridoù santel e kembraeg, evel ma oant bet troet e saozneg. Adembannet e voe an droidigezh-se, adwelet gant ar geriadurour [[John Davies]], er c’hantved goude. Bras-meurbet e voe levezon ar Bibl kembraek evit stabilaat hag unvaniñ ar yezh skrivet. Geriadurioù kembraeg-latin ha latin-kembraeg a oa bet embannet gant John Davies ivez. Dalc’het e voe da labourat war ar yezh, pa voe embannet, en {{XVIIIvet kantved| XVIIIvet}} hag en {{XIXvet kantved}}, geriadurioù all, kembraeg-saozneg pe saozneg-kembraeg, pinvidik ha klok a-walc’h, evel hini [[Williams Evans]] e [[1771]], hini [[William Spurell]] e 1848–1850, pe hini [[Daniel Silvan Evans]] e 1852–1858. Gant al labourioù-se e anavezomp mat ar c’hembraeg ha frouezh o hêrezh a weler hiziv gant un oberenn evel ''Geiriadur Prifysgol Cymru'' (Geriadur Skol-veur Kembre), ur pikol geriadur istorel savet en [[XXvet kantved]].
[[Restr:Welsh bicycle shop in Caernarfon.jpg|thumb|256px|Bruderezh divyezhek e stal marc'h-houarn]]
 
====Yezhadur===
* Kemmadurioù zo evel e brezhoneg.
** War-lerc'h ar ger-mell, en anv-kadarn benel nemetken.
 
== Stad ar yezh ==
Daoust ma’z eo ar c’hembraeg ur yezh vihanniver, gwasket gant ar [[saozneg]], eo kresket an harp roet d’ar yezh e-pad an eil lodenn eus an [[XXvet kantved]], tra ma kreske an harp roet da strolladoù broadelourien, evel ar strollad politikel [[Plaid Cymru]] ha [[Cymdeithas yr Iaith Gymraeg]] (Kevredigezh ar Yezh Kembraek).