Charles de Gaulle : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 23:
* [[Pêr de Gaulle]] (1897-1959) hag a vo ezel eus ar Rezistañs, politikour, ha merour embregerezhioù.
 
Abred-kenañ, e dad a lakaas Charlez da zizoloiñ oberennoù [[Maurice Barrès|Barrès]], [[Herri Bergson|Bergson]] ha [[Charlez Péguy|Péguy]]. [[Unpennelouriezh|Unpennelour]] eo an tiegezh ha lenn a ra an tad ''[[L'Action française (kazetenn)|L'Action française]]'' (betek kondaonidigezh luskad [[Charles Maurras]] gant ar [[Vatikan]]). Sellet e vez ouzh e diegezh evel ur familh « katolik ha frankizour », [[afer Dreyfus|dreyfusour]] e vint ha mont a reont a-du gant an [[Trede Republik]] en doare goulennet gant ar pab. E dad en deus estlamm ouzh [[Louis-Nathaniel Rossel|Louis Rossel]], « jeneral » eus ar [[Kumun Pariz|Gumun]], fuzuilhet gant ar « Versailhiz ».
 
Ul lodenn eus e studioù kentañ derez a reas Charles de Gaulle e skol Frered ar Skolioù Kristen eus parrez Sant-Tomaa-Aquin (hiziv [[lise Sant-Tomas-Aquin]]) e [[Paris]]. Goude an enkadennn bolitikel a heul disrann an iliz hag ar stad e [[1905]], Charlez de Gaulle a ya da genderc’hel e studioù da [[Belgia|Velgia]], ar c’hentañ skiant-prenañ eus an harlu eo.